hon-raktres

Page 1


Itron, Aotrou, D'ar 23 ha d'ar 30 a viz Meurzh e tibaboc’h ur raktres evit Roazhon hag ur skipailh evit lakaat anezhañ e pleustr, da-geñver an dilennadegoù-kêr. Pouezus eo ar prantad demokratiezh-mañ evit dazont hor gêr. Ur gevrat gant keodedourien Roazhon eo ar raktres a ginnigan deoc'h. Ganeoc'h eo bet savet hemañ dre 20 bodadeg-labour o deus bodet 300 den ha 23 lec'h a gejadenn e kêr Roazhon. Dre 200 diviz, 50 kenoberoù hag eskemmoù niverus ho peus treuzkaset din ho kortozadennoù hag ho spioù. Gwriziennet eo ar raktres-mañ e talvoudegegzhioù an tu-kleiz a ro ster d'am emouestl hag a ere ar maouezed hag ar wazed a zo en-dro din : kengred, kevatalded ha justis sokial. Maget eo ivez gant karantez evit ar gêr ha fiziañs en he dazont. Dedennañ kêriz nevez a ra Roazhon. Lakaat a ra ac'hanomp sifroù diwezhañ an niveradeg e-touez an 3 zolpad-kêrioù kentañ Frañs evit kresk an niver a geriz. An trede tiriad omp evit ar produiñ pinvidigezhioù dre gêriad. D'an 1añ a viz Genver 2015 e teuio hor tolpad-kêrioù da vezañ ur veurgêr a-drugarez d'ul lezenn am eus difennet ma-unan. Ul lusker a gresk hag a gengred e vo Roazhon, muioc'h c'hoazh eget hiziv, evel an 8 kêr all a zo bet dibabet. Ar mare nevez-mañ a genlabour etre kumunioù a zo ur chañs evit ar Roazhoniz hag un nerzh evit Breizh a-bezh. Disoc'h politikerezh mennet skipailhoù Edmont Hervé ha Daniel Delaveau evit ober eus hon diorrodaur ur benveg evit gwellaat aozioù-buhez an dud ha startaat al liammoù etrezo eo startijenn anavezet Roazhon, anat. Ul labour stroll eo ivez. Douget e vez gant emouestl hag intrudu kêriz war kement tachenn a zo (bed an ekonomiezh, ar sevenadur hag ar sport, an dachenn sokial hag hini ar c'hevredigezhioù). Diskouez a raio ar raktres a ginnigan deoc'h TDN hor gêr, ur gêr a ijin hag a gengred. Diazezet e vo war tri mennozh pennañ hag un hentenn. 2" "


! Ur strategiezh ekonomikel evit an implij Gwallgaset eo bet ar framm ekonomikel, an embregerezhioù hag ar c'hopridi gant an enkadenn. Ret 'vo deomp eta kemer harp war perzhioù hor reizhiad stummañ, kelenn hag imbourc'hiñ evit kreñvaat an ijinerezhioù kozh ha skoazellañ ar re nevez. Ma ne sikouromp ket ar re a ijin n'hellimp ket kaout ur c'hresk a zegaso implijoù liesseurt na stourm ouzh an dilabour a a droug da re a familhoù hag a laka en arvar hon emglev sokial. ! Diorren ar gêr evit ma vo plijuoc'h bevañ enni ha doujet an endro ar gwellañ posupl O strivañ evit degemer an holl e wellaimp hon endro. Bet tro ma vo savet lojeris mat evit an holl e klaskimp reneveziñ hor c'harterioù, diorren an daoreoù da vont ha dont, adstummañ pe krouiñ tachadoù glas, mont war hent an tremenadur ekologel ha respont da c'houlennoù Roazhoniz. ! Ur c'hontrad sokial nevesaet Pa vez hor c'hevredigezhioù modern o talañ ouzh an hinnienegezh, pa vez techet pep hini da chom en e doull, e fell din reiñ ul lañs nevez d'ar c'hontrad sokial a liamm Roazhoniz. Ret eo, evel-just, gwellaat hor sevijoù evit respont d'ar goulennoù met iveez stourm ouzh an digevatalderioù, ouzh an droukdiforc'hioù, aesaat an darempredoù etre rummadoù-oad, enebiñ ouzh an digenvezded, labourat evit sioulder pep hini ha surentez an holl. Ur plas diazez a vo roet d'ar sevenadur peogwir ez eo drezañ e c'heller bevañ asambles. ! Un hentenn : ar galloud d'ober asambles Rediet omp gant stad an traoù da neveziñ doareoù an obererezh publik : sirius, dilontek, oc'h espern pep danvez (re an endro eveljust met ivez an arc'hant publik). Alies e vez meneget Roazhon evit ar pezh kemeret gant hec'h annezedi en divizoù met dleout a reer bepred adneveziñ an demokratiezh lec'hel. Fellout a ra din en ober gant holl Roazhoniz Diskouez an hent ha lakaat en holl nerzh evit tizhout ar pal 3" "


eo karg ur Maer. Anavezout a ran hor c'hêr, skiant-prenet em eus war dachenn ar meradur lec'hel. Prest on. Krediñ a ran start e tle ur Maer hag e skipailh mont davet tud Roazhon evit reiñ ster hag efedusted d'o obererezh. Reiñ ar gaoz d'ar geodedourien, kemer harp war warregezh pep annezad, aozañ eskemmoù etre an holl berzhidi a roio tu din da ober ganeoc'h eus Roazhon ur gêr a ijin hag a gengred. Setu an hent a ginnigan deoc'h.

4" "


Ur strategiezh ekonomikel evit an implij

5" "


1. Skol-veur ha nevezinti : hon identelezh hag hon dazont E-touez hor c'hinnigoù :

• Sikour an div skol-veur Roazhon d'en em unaniñ. • Krouiñ un emvod-pad eus holl diazezadennoù skolveurek hag a vo karget da lakaat e pleustr Patrom an diorroadur skolveurek (PDS). • Harpañ ar raktresoù bet dibabet gant ar programm « postadurioù evit an dazont » hag an emglev etre skolioù-meur ha skolioù-uhel Kornôg ar c'hwechkorn. • Stagañ gant raktresoù nevezer war bemp tachenn : ar yec'hed, bouedan da zont, an teknikoù niverel, an obererezhioù ekologel hag an ijinerezhioù nevez. • Sevel ur c'harter niverel lieslec'hel gant skoazell ar programm « French Tech », gant ar pouez war ar skeudennoù hag ar rouedadoù eus un tu (Champs-Blancs) hag war an disagn hag an ijnierezhioù krouiñ eus un tu all (Kreiz-Kêr). • Harpañ an nevezinti evit an tremenadur gremmek. Harpet e vo raktresoù liammet evit un annez efedus (gremm, danvezioù, emdroadur) gant sikour rouedad an oberourien (evel kevredigezh embregerezhioù Eco-origin).

6" "


2. Kas da benn ar c'hemmoù ekonomek Kreñvaat diazezoù hon ekonomiezh

E-touez hor c'hinnigoù : • Harpañ ar sevel kirri. • Diwall dazont PSA hag hini an embregerezhioù a labour evito e Bro Roazhon. War memes tro harpañ steuñv « karr glas » ar Rannvro hag ar raktresoù evit ar mont-dont hep karbon. Sevel ul lec'h evit an holl doareoù treuzkas e tolpad-kêrioù Roazhon : tachenn La Janais a vo studiet da gentañ. • Labourat war a stummoù annez nevez gant an embregerezhioù sevel tiezwar du ar palioù-ma: kaout prizioù izel a-walc'h, sevel buan an tiez ha gellout kemm ar c'hinnig hervez ar goulenn. • Kreñvaat an embregerezhioù a labour war an niverel o sikour emled o zenikoù war tachennoù evel ar yec'hed, ar sevel tiez hag an energiezh. • Klask prenañ ar boued evit pretioù ar gumun (skolioù, tiez ar re-gozh, melestradurezhioù...) an tostañ posupl evit skoazellañ embregerezhioù gounezvouedel ar vro. Teuler a reomp kale pled ouzh kalite ar boued.

Harpañ hon rouedad a embregerezhioù krenn, bihan ha bihan-tre.

E-touez hor c'hinnigoù : 7" "


• Sikour artizaned d'en em staliañ pa vo renevezet karterioù Roazhon ha krouiiñ ur pol artizanelezh arz e Keoded Pierre-Louail. • Harpañ diorroadur an embregerezhioù hinienel pe a-stroll ha sikour treuzkas an embregerezhioù artizanel. • Kinnig doareoù liesseurt da reiñ bod da embregerezhioù war dachenn Roazhon Atalante peurgetket. • Reiñ kalon d'embreger d'an dud yaouank hag d'ar maouezed.

Ur gêr a brient kemmadurioù ar c'henwerzh

E-touez hor c'hinnigoù :

• Sikour kreiz-kêr da chomm kentañ « kreizenn kenwerzh » Breizh o tiwall mat e-pad labourioù ar metrro. • Mirout ouzh tachennoù kenwerzh tro-dro Roazhon da ledañ betek re evit reiñ nerzh d'ar pezh a zo dija. • Skoazellañ da zigeriñ stalioù er c'harterioù nevez hag arneveziñ ar c'hinnig er c'harterioù o vezañ nevesaet. • Skoazellañ ha lakaat da welout intruduoù ar c'henwerzh « kengret ha reizh » (KDLP, monneiz kengret, prenadennoù a-stroll, hentoù berr, lec'hioù gwerzh er c'harterioù...). • Reiñ buhez d'ul lec'h kendivizout ha merañ asambles ar c'henwerzh.

8" "


3.

Un ekonomiezh kengretoc'h

E-touez hor c'hinnigoù :

• Degemer ar gwellañ posupl ar re a venn kas war-raok ur raktres a ekonomiezh sokial hag aesaat ar c'henlabour en un « ti-goriñ » a nevezinti sokial en ur c'harter da vezañ diorroet. • Kinnig bep bloaz un danevell enni an holl yalc'hadoù roet gant ar strollegezh d'an embregezhioù evit priziañ ar reolennoù divizout. • Harpañ ober ar c'hevredigezhioù a sikour an dud da gavout o flas dre al labour evit ma vo gwelloc'h ar c'hinnigoù postoù hag eeunoc'h an hent davet un implij padus. • Skorañ ober Ti an Implij, ar C'henemprañ hag ar Stummadur (TIKS) ha kreñvaat e binvioù a-stroll evit rakverañ an impliijoù hag ar barregezhioù e Bro Roazhon. • Diorren an diferadennoù sokial er marc'hadoù publik o kemer harp war war an emglev « atoudoù diferadennoù ». • Kenderc'hel gant lodenn an implijer steuñv kevaltader savet gant ar sindikadoù e-barzh ar velestradurezh-kêr. • Kendelc'her gant an hent davet al label « kevaltader micherel ».

4.

Roazhon etrebroadel

E-touez hor c'hinnigoù :

9" "


• Skorañ an « Novosphère » evit lakaat sklaeroc'h ha war wel ar raktresoù nevesañ. • Kreñvaat ar c'henlabourioù digreizennet war danvezioù a dalvoudeka hor chemet hag hon barregezh (evel kempenn ha neveziñ ar c'hêrioù). • Broudañ ar re yaouank, ar studierien, ar glaskerien, ar pennoù embregerezh, an arzourien, ar geodedourien da foetañ bro a-drugarez da Font an Eskemmoù Etrebroadel hag a Skoazell Diorren. • Bod gant digoradur ul leti e Palez Sant Jorj peurgetket . • Lakaat an annezidi da berch'ennañ ar raktres europat evit kas war-raok an identelezh, ar sevenadur, al liesseurted hag ar geodedouriezh europat. • Kreñvaat « EuroRennes » evel ur greizenn a zivizoù ekonomikel tost ouzh ahelioù-meur ar mont-dont. • Ober eus kreizenn ar c'hendalc'hioù a-drugarez d'an embregerezh publik lec'hel « Destination Rennes » ur benveg sachañ tud a veaj evit o labour.

10" "


Sevel ar gĂŞr sambles

11" "


5. Ar gêr evit an holl, ar gêr dre an holl Lojerizoù evit an holl

E-touez hor c'hinnigoù : • Sevel 1500 lojeiz bep bloaz evit degemer an holl dud. • Kendelc'her gant palioù steuñv lec'hel an annez : produiñ kement a lojeizoù sokial da vezañ feurmet ha reoù da vezañ prenet. • Aesaat an doareoù liesseurt da annezañ o reiñ ar gwir da arnodiñ : lojeizoù a c'hell cheñch ment, meskañ lojeiz ha lec'h labour, stummoù kenlodek, lojeiz azasaet (lec'hioù evit meskañ ar rummadoù-od, reoù evit an dud nammet, reoù evit ar studierien). • Sikour an dud da espern energiezh o sevel un « aozadur lec'hel evit neveziñ al lojeiz e-keñver energiezh » liammet ouzh ar frammoù a zo dija. Skoazellet e vo ar berc'henned gant an aozadur-se war kement tachenn o tennañ d'an espern energiezh. • Adstummañ karterioù ar Blosne ha Maurepas evit gwellaat kalite buhez an annezidi. • Kenderc'hel da reneveziñ lodennoù kozh kreiz-kêr.

Sevel ar gêr e-giz-all

E-touez hor c'hinnigoù : 12" "


• Bihanaat al louc'had ekologel o veveziñ gwelloc'h (kenrouedad poellek) dindan renerezh ar strollegezh. • Simplaat reolennoù ar c'hêraozouriezh pa vo adwelet steuñv lec'hel ar c'hêraozañ (SLK). • Ober gant ostilhoù nevez (kentprenadur, aotre terkañ) estreget an « Takadoù Terkañ Kendivizet » (TTK) evit bezañ efedusoc'h lec'h n'eo ket ken stank an tiez.

6.

Tachennoù boutin evit bevañ

E-touez hor c'hinnigoù :

• Evit kaout ur sell war kêr dre an doareoù mavez implijet hag he c'hefridioù e tleer selaou an annezidi, soñjal en ezhommoù da zont hag evel-se reiñ tro da berc'hennañ kêr asambles

Ur gêr evit c'haori

E-touez hor c'hinnigoù :

• Reiñ muioc'h a lec'h evit kouronkañ o sevel ur poull diavaez e Brequigny.

• Lakaat an annezidi da gemer perzh e raktresoù kempenn al liorzhouigoù, ar plasennoù hag ar parkoù tost eus o ziez evit ma vint 13" "


dedennet ganto (c'hoarioù evit ar vugale, diban a blant, liorzhoù lodennet...). Krouiñ limmoù etre al lec'hioù-se gant ur sell « pourmenadenn e kêr ». • War batrom liorzh an « Ormeaux »,(karter Su an Ti-gar), krouiñ liorzhouigoù tost eus an annezoù, e kreiz-kêr koulz hag e lec'h all. • Kendelc'her da lakaat binvioù « fitness » evit an holl. Ur respont eo d'ur gwir goulenn, hervez ar pezh a weler. • Lakaat panelloù e kêr o reiñ da c'houzout pegeit ez eus eus ul lec'h d'egile war droad, war warc'h-houarn pe gant ar bus pe ar metro. • Brudañ un devezh gouel plijius ha tiegezhel a-zivout ar marc'hhoaurn, ar c'herzhed, ar sportoù dudi hag ar vagadurezh. • Studiañ raktres ur sal-arvestoù bras eus rummad « Arena » e-kerzh ar amzeriad. • Kendelc'her da staliañ « city-stadoù » evit reiñ dro d'ober meur a sport e-kreiz ar c'harterioù. • Digeriñ ar greizenn sportoù Jean-Prouff war blasenn-veur ar jeneral De Gaulle. • Krouiñ un diaz ezlec'h bageal nevez e karter Baud-Chardonnet pa vo aozet. • Sevel ur greizenn soprtoù nevez e Beauregard gant ur sall sportoù hag un dachenn evit c'hoarioù bras.

14" "


An Natur e kêr.

E-touez hor c'hinnigoù :

• Reiñ buhez d'an daou « hent glas » (hini Gayeulles – Bellangerais Pradoù Sant Varzhin - Ribloù an Il - Kember hag hini ar Wilen eus plaenenn v-Baud da Apigné). Meket e vo war an hentoù-se sportoù, oberezhioù sevenadurel pe c'haozh reoù evit brudañ al liested viologel. • Ober eus Pradoù Sant-Varzhin ur park naturel e kêr o reiñ tro d'ober muioc'h a draoù disheñvel ennañ. • Liammañ bali Henri-Fréville ouzh an Hautes-Ourmes dre rouedad parkoù ar Blosne. • Adaozañ takad ar Prévalaye evit kreñvaat e berzh war dachenn an oberezhioù sevenadurel a zudi hag a labour-douar gant sikour ekokreizenn an Taupinais. • Reiñ tro d'ar re n'o deus tachenn ebet dezho o-unan da c'hellout gounit plant (liorzhoù lodennet, liorzhoù-tiegezh). • Krouiñ ur c'huzul lec'hel a liested viologiel ennañ stollegezhioù lec'hel, kevredigezhioù ha gouizieien dedennet. Gantañ e vo arsellet, roet kuzulioù hag alioù war ar raktresoù pe al lec'hioù. • Reiñ talvoudegezh d' ar « gouriz glas » o klask evit pep takad petra ober pe e keñver dudi pe e -keñver labour-douar tost eus kêr.

Sevenadur ha lec'hioù foran

E-touez hor c'hinnigoù :

15" "


• Sikour oberezhioù arzel pe sevenadurel a-zivout istor, memor ha faltazi al lec'hioù pa vo raktresoù adaozañ. • Kendelc'her gant hon politikerezh 1 % evit an arz hag hon hini lakaat oberennoù arzel al lec'hioù foran.

7.

Ar gêr badus

An energiezhioù adnevesadus e Roazhon E-touez hor c'hinnigoù : • Mont betek penn ar « Raktres hin energiezh evit an tiriad » ( PHET) evit digreskiñ eus 20 % an dispign KO2, produiñ 20 % eus hon energiezh gant modoù adnevesadus, ha gwellaat eus 20% efedusted hon stumm da veveziñ energiezh. • Staliañ da vat kevredigezh publik lec'hel (KPL) Dour tolead Roazhon. Meret e vo ganti an dour en un daore reizh ha digor. • Krouiñ ha sikour kuzul lec'hel en dour : gant ar gKPL e vodo kevredigezhioù hag annezidi dedennet gant an dour e pep keñver. • Diorren ar produiñ energiezh adalk dilerc'hiadennoù-pemdez an annnezidi, o teuler evezh ouzh ar re a c'hell goiñ peurgetket. • Sevel skipailhoù fiñvus evit gallout ober war dro an dilerc'hiadennoù direol war an dachenn bublik, buan ha pa vez ezhomm. Liesaat ar stummoù da broduiñ energiezh : ober a reer c'hoazh gant hon fankoù, hon dilerc'hiadennoù-pemdez, ar c'hoad hag nerzh an heol. Prometiñ a reomp gwellaat efedusted mod produiñ tredan gant nerzh an dour stankell Rofemel ha liessaat ar stummoù da adimplijout gwrez bet produet endeo 'rouedadoù, puñsoù kanadian...).

16" "


8. Ar gwir da vont ha dont evit an holl. E-touez hor c'hinnigoù : • Kendelc'her da ziorren modoù a-stroll da vont ha dont : echu e vo eil linenn ar VAL a-raok dibenn an amzerid, reiñ a raio tu da adaozañ ar rouedad bus-metro en e-bezh. • Kendelc'her da ginnig monedoneoù digoust war roudad ar STAR evit abegoù sokial, hag aesaat o implij. • Diorren an doareoù « dous » da vont ha dont ha suraat anezho : gwellaet e vo plas ar mirc'hi-houarn e kêr goude bezañ eskmennet gant ar c'hevredigezhioù a vod ar re a implij anezho. • Sikour ar parkañ e-kichen ar garioù pe an harzoù : krouet e vo parklec'hioù gant an eil linenn ar metro. Bez e vo plasoù nevez, kresket e vo parklec'h an ti-gar peugetket, e-ser Euro-Roazhon. • Diorrren ervijoù noz ar Star, war-du karterioù'zo peurgetket. • Kreskiñ niver an tachennoù kenweturiañ ha brudañ a doare-se da veajiñ evit aesaat ar mont e kêr . • Sikour an intruduoù evit lodenniñ kirri, dreist-holl reoù « naet ». • Sevel e Roazhon ur bladenn treuzdougen eus « ar c'hilometr diwezhañ » evit ma vo efedusoc'h ha gwelloc'h marc'had ar beajoù e diabarzh ar veurgêr.

17" "


Adnevesaat ar gevrat sokial

18" "


Bevañ asambles a zo merk ar vuhez roazhonat. Ur redi eo d'ar mare m’o devez hor c'hevredigezhioù a-vremañ da dalañ ouzh kresk an hiniennelouriezh, pa vez ar marc'had o pouezañ war an diforc'hioù hag an tuioù pellañ o kas war-zu an emdennañ.

A-stroll e rankomp respont. Adnevesaat ar gevrat sokial a liamm Roazhoniz etrezo e oar pal evidomp. Ar gevrat-se a redi ac'hanomp da zisplegañ gwelloc'h hor politikerezhioù a-enep d'an direizhderioù sokial ha d’an diaesterioù a vez a-hed hor buhez. Ha pa vefe an taolioù intrudu da zont ganeomp ne zeuimp ket a-benn hon-unan.

9. Ar sevenadur evit bevañ agevret Abaoe bloavezhioù ez eus bet choazet gant Roazhon kas da benn ur politikerezh sevenadurel uhelek ha lodennet. An holl a anavez ar vuhez arzel ha sevenadurel a vez kavet e kêr-benn Breizh. He gouelioù, hec’h aveadurioù, he raktresoù arzel, he folitikerezh a c'hourc'hemenn publik, a lennadur foran, a zeskadurezh arzel hag a hanterouriezh a zo deuet da vezañ a-hed ar bloavezhioù ur vektor a skignadur talvoudus, ur faktor bleuniañ da bep hini hag ul liamm identelezh kreñv evit holl annezidi ar veurgêr.

Ar sevenadur o vont war-raok

Ur rouedad lec'hioù a galite gant raktresoù arzel ha sevenadurel liesseurt a gaver e Roazhon. Ret eo deomp kreñvaat an hollad-se en ur brederiañ war an emdroadurioù a glot gwelloc'h gant buhez an annezidi hag evit kas raktresoù arzel nevezus da benn. 19" "


E-touez hor c'hinnigoù :

• Kadarnaat ar gartenn « Sortir ! » a zigor an diduamantoù, ar sevenadur hag ar sport d'an holl. • Kadarnaat ar raktres Ti ar c'hoariva amatour (ADEC). • Ijinañ un darvoud evit ar veurgêr o veskañ pleustroù amatour hag a vicher tro-dro d'unan pe da veur a zanvez e-giz ar c'han hag an dañs. • Lakaat e pleustr ur sistem a baeroniezh etre an ensavadurioù sevenadurel hag an oberourien o tont war wel evit heuliañ gwelloc'h o raktresoù. • Digeriñ meur a sal : Antipod, Selaouva bras ha bihan kreizenn ar c’hendalc’hioù ha sal ti nevez ar c’hevredigezhioù. • Sevel ar skol sonerezh er Blon, dañs ha c'hoariva nevez digor war kêr hag he c’harterioù. • Sikour ar festivalioù nevez, a sevenadur elektronek, niverel ha kêrel. • Brudañ ur c'hinnig sevenadurel evit ar familhoù. • Labourat war amzerelezhioù kêr en ur lakaat e plas un emgav bep Sul en ur savadur e-pad ar goañv ha war un dachenn foran e-pad an hañv (diwar skouer Sul kentañ ar Maezioù Frank).

Diskuliañ hor glad boutin

Ur glad danvezel ha dizanvezel a galite a zo gant hor c’hêr. C'hoant hon eus da genderc'hel da lakaat anezhañ war wel.

20" "


E-touez hor c'hinnigoù :

• Talvoudekaat ar c'hreiz-kêr istorel, en ur lakaat e vogerioù war wel (Porzhioù Morzhell), en ur nevesaat ar savadurioù kozh (gant ar pal adnevesaat 30 bep bloaz), en ur vravaat el lec'hioù pennañ (Tabor, plasenn ar Breujoù) hag en ur sklerijenniñ anezho. • Sevel gant ar c'hevredigezhioù ur raktres evit harpañ yezhoù Breizh (brezhoneg, gallaoueg). Diorroet e vo ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh (magouri, un hentad divyezhek er C’hourrouz hag ur skol Diwan e Keryann), en em harpañ a raio war darvoudoù pouezus (Yaouank, Mill Goll hag ar Redadeg...). • Talvoudekaat ha digeriñ lec'h « C’hoari an tripod » e framm aveadur dazont kreiz-kêr. • Ober eus Roazhon, gant al lidoù a vo e 2014, ur gêr labourva an derc’hel soñj o lakaat pep hini da gemer perzh.

10. Bugaleaj, familh : ar c'hoant da gaout kêr ar c’helenn Kresk ar ganedigezhioù hag ur politikerezh-annez o deus gallet soliañ eoriadur familhoù Roazhon ha degemer reoù nevez. Bepred e vez ret deomp azasaat hor respontoù evit respont d'ar pezh e vez gortozet gant ar familhoù liesseurt-se, en ur zerc'hel kont eus ar re semplañ. Dre ma 'z eo bet graet ar soñj ganeomp e vefe ar gerent an desaverien gentañ, ganto eo e tiorroimp hor politikerezh-kelenn en ur lakaat anezho a-gevret evit ma vefe dispak ar vugale hor pal pennañ. 21" "


E-touez hor c'hinnigoù :

• Kadarnaat degemer ar vugale yaouank dre liesseurted an doareoù hag an eurioù diwallerezh met ivez en ur grouiñ plasoù nevez e magourioù a-stroll (kreiz-kêr, ar C’hourrouz, Koad Perin, Blon). • Digeriñ skolioù Beauregard-Quincé hag ar C’hourrouz ha rakwelet krouadigezh ur strollad-skolioù e Baod-Chardonnet. • Lakaat taolennoù niverel e pep skol bublik eus Roazhon. • Kemer harp war ar c'huzul karget eus adaozadur al luskoù-kelenn evit gwellaat ar c'hinnig stalioù-labour a zo e-kichen ar skol (800 stal-labour) ha kempenn an eurioù. • Kadarnaat ar c'hreizennoù tañva d'ar sport hag ar skol neuial evel lec'hioù deskiñ hag ur pont war-du ar c'hevredigezhioù sport. • Digeriñ ar greizenn-dudi nevez, Robert-Launay, e Les Gayeulles evit ar vugale 2-12 vloaz : an dra-se a roio ur chañs d'ar re yaouank da dapout plijadur gant dudioù park Les Gayeulles.

Ar yaouankiz, an oad frank

Kinnig a reomp krouidigezh ur gevrat « ijinus hag engouestlet » a lakaio yaouankiz Roazhon d'en em zispakañ. Savet evit ar re a zo o studiañ, pe c'hoazh al labourerien yaouank met ivez ar glaskerien labour.

E-touez hor c'hinnigoù :

• Gwellaat buhez ar studierien en ur gemer harp war zisoc'hoù arsellva buhez ar studierien (yec'hed, kaout bod, boued). 22" "


• Broudañ ar re yaouank da blantañ e-barzh an abadennoù etre ar rummadoù-oad ha krouiñ liammoù sokial, diwar skouer an AFEV hag ar c'hKaps. • En em harpañ war skiant-prenet ar Gevelouri, lec'h annez etrekevredigezhel, ha skignañ danvez digor d'an holl evit diorren an taolioù intrudu.

Yec'hed, koshaat, nammoù : kêr ar vuhez vat

C'hoant hon eus e tiwallfe Roazhon ouzh he c'heodedourien e-pad o buhez. Ar yec'hed n'eo ket al louzaouiñ hepken , ret eo kaout ur sell hollek ivez : un aer a galite, magadurezh ha broudañ an obererezhioùkorf. En em ziblasañ e kêr, kaout servijoù, profitañ eus un abadenn pe c'hoazh ober ur sport zo gwirioù diazez a rank bezañ gwarantet evit hon holl geodedourien. Kresk an dud koshoc'h eget 65 bloaz hag a zo rakwelet, er bloavezhioù a zeu, a laka war wel dalc’h ar c'hoshaat er gevredigezh.

E-touez hor c'hinnigoù : • Lakaat e plas un arsellva lec’hel war yec'hed Roazhoniz. • Ambroug an dud a vicher evit frammañ ar poloù yec'hed er c'harterioù priorel. • Evit klokaat sturlevr moneduster an dud nammet, krouiñ ul label « sevenadur ha nammoù » er veurgêr. • Lakaat bep tro ul lodenn nammoù en hor politikerezh. • Kenderc'hel gant mennozh « Kêr mignon d'ar re gozh » en ur sevel un endro-kêr perzhiadekaus ha digor d'an holl. 23" "


• Sevel un ti evit ar re goshañ, hag a vo ul lec'h ma c’hallint bezañ selaouet ha heuliet gant medisined ar c’herontologiezh.

11. Brudañ al laikelezh hag ar bevañ asambles Al laikelezh a liamm an holl. Ur bennaenn hollvedel eo hag a zo ur faktor kreñv a gempoell e kêr a laka ac'hanomp d'ober engouestloù evit ma vefe digor ar gwirioù hag ar stourm a-enep an droukziforc’h d'an holl. Kaozeal eus politikerezh a gevatalded hag a stourm a-enep an droukziforc’h a zo ur mennozh a hir dermen a stourm evit anaoudegezh gwir an holl da ober gant ar servijoù publik ha da gaout ur vuhez kevredigezhel.

E-touez hor c'hinnigoù :

• Krouiñ ur C'huzul-aliañ al « laikelezh », ul lec'h evit kelaouiñ ha karget da sevel karta ar « bevañ asambles ». • Lakaat e pleustr karta Europa evit ar parder etre ar seksoù. • Labourat gant kevredigezhioù evit sevel ur pol kevredigezhel : « Gwirioù ar maouezed ». • Kreñvaat ar raktresoù sikour evit deskiñ galleg, deskiñ lenn ha skrivañ, ha stourm ouzh an dislennegezh. • Kregiñ da lakaat e pleustr oberoù da stourm ouzh ar ouennelouriezh hag an estrengasoni.

24" "


12. Ar surentez, ur gwir hollvedel Ur gwir diazez eo ar surentez evit Roazhoniz. E-kreiz hor raktres sokial emañ. En ur stourm ouzh an disurentez ec'h enebomp ouzh an direizhded peogwir eo an aliesañ ar re dizhet da gentañ ar poblañsoù semplañ e-keñver ekonomiezh ha statud sokial. Derc'hel gant ar sioulder foran

Daoust ma 'z eo Roazhon unan eus ar c'hêrioù bras tizhet an nebeutañ gant an disurentez hon eus c'hoant da chom war evezh ha da lakaat emdreiñ hor polis-kêr hag hor stignadoù.

E-touez hor c'hinnigoù : • Pouezañ war an enezadiñ er vuhez foran hag ober e doare ma vo ar polis-kêr e pep karter en un doare padus. Ar pal zo krouiñ skipailhoù savet evit ar c'harterioù priorel (Blon, Malrebast, Keryann) en ur genderc'hel gant an taol-arnod bet graet e 2013 ha gant sikour ar polisStad. • Lakaat da badout ha ledanaat erbed ar videosurentez en ur heuliañ ar garta hag ar c'huzul buhezegezh. • Sevel ur post « hanterour chas » evit enebiñ ouzh ar strolladoù chas. • Lakaat e pleustr ur greizenn-c’hervel « sioulder foran », lec’h da selaou ha da strollañ ar c'hudennoù ha gallout respont evel m’eo dleet.

Diwall ouzh ar felliezh hag ober evit ma chomfe digor ar gwirioù d'an holl

25" "


Hor politikerezh surentez a zo evit an diarbenn, an hanterouriezh, evit sikour ar c'houzañvidi, evit ma chomfe digor ar gwirioù d'an holl, gant sikour obererien bennañ kêr.

E-touez hor c'hinnigoù :

• Labourat war kenglokadur obererien bennañ an hanterouriezh sokial (hanterourien Optima, Keoded hag Hanterouriezh...) hag ar servijoù polis (kêr ha Stad). • Ambroug ar c'hevredigezhioù (Asfad, CIDFF, Planning, familial, SOS victimes, question d'égalité...) a-benn harpañ ar re a c'houzañv ar feulster. • Krouiñ burevioù-pad nevez er c'harterioù, evit displegañ d'an dud peseurt gwirioù a zo ganto, ha diorren devezhioù kelaouiñ ha stummañ (Meurzh ar gwir e Malrebast).

13. Kengred ha stourm a-enep an dispell Ne c’hall kêr padout nemet ma vez kengred enni. P’emañ an enkadenn ekonomikel oc’h ober he reuz war ar poblañsoù gwanañ, e fell deomp ober eus ar stourm ouzh an disurentez hag an dispell unan eus hor prioriezhioù.

26" "


N’eo ket atav dre ziouer a arc’hant e vezer lakaet bresk. Gallout a ra bezañ ivez gant ar mank a liammoù hag a zarempredoù. Paotadur ar c’hendioù bras e kêr ne vir ket ouzh ar fed bezañ e-unan, ha stourm ouzh an dra-se a rankomp ober.

E-touez hor c'hinnigoù : • Kemer harp war ar spasoù sokial boutin evit aesaat ober gant ar gwirioù hag ar servijoù ha lakaat obererezhioù stroll e pleustr. • Krouiñ ul lec'h sokial boutin nevez e karter Malrebast e liamm gant an adrummañ-kêr. • Skoazellañ ar c’henstrolloù hag ar c’hevredigezhioù en o raktresoù buheziñ hag o oberoù kengret lec'hel • Kenderc'hel gant arnod ar mikro-kred personel • Skoazellañ an doareoù kenemprañ dre al lojañ (COORUS, da skouer) • Aesaat ha tapout alioù ar poblañsoù paourañ en ur gemer harp war raktresoù ha skiant-prenet ar c’hevredigezhioù (ATD Quart-Monde, FNARS...) hag o vroudañ ar pratikoù da gemer perzh.

27" "


Ar galloud ober asambles

28" "


Pep Roazhonad a rank en em santout oberer e kêr. Ne c'hell an demokratelezh mont war-raok nemet ma vez roet galloudoù politikel d'ar geodedourien. Gant ar spered kenlabourer-se e welomp hon obererezh publik. Alies eo bet Roazhon e penn digoradurioù bras : kuzulioù karter, kuzulioù kuzuliañ, divizoù foran, kendivizioù evit an terkadurioù, kenbroduiñ war sujedoù 'zo... Gouzout a reomp e cheñch ar pezh a c’hortozer diganeomp, ar mod ma vez bevet e kêr, hon darempred gant an amzer hag ar c’heografiezh. Fellout a ra deomp neuze lakaat hon obererezh publik da glotañ gant un hentenn : rannañ ar galloud ober.

14. Kemer harp war ar c’hevredigezhioù Gant 5600 kevredigezh, al liamm kevredigezhel roazhonat a laka kêr da grouiñ gant ur spered a gengred. Doareoù nevez zo da ijinañ evit solutaat ar sichenn-se ha mirout outi a vreskaat (e-keñver arc’hant pa aozadur).

E-touez hor c'hinnigoù : • Lakaat e plas ur sistem gant ur wiched hepken evit ar skoaziadennoùkêr (sikourioù d'ar raktresoù, sikourioù d'ar mont en-dro, galvoù da raktresoù...) gant ar pal aesaat an difraeoù hag an titouriñ. • Ober eus Ti ar c'hevredigezhioù ur pol merañ ar c'hoskor hag ur servij efedus, digor, met ivez ul lec'h talvoudekaat hag eskemm etre ar c'hevredigezhioù.

29" "


• Derc'hel da sevel lec'hioù nevez e liamm gant diorroidigezh karterioù nevez : MJC Courrouze, Beauregard... ha lakaat sevel an aveadur karter stok ouzh sal ar Cité. • Diorren ur « paseporzh a-youl vat » gant ar c'hevredigezhioù o defe c'hoant lakaat anavezout ha talvoudekaat ar barregezhioù gounezet adrugarez d’al labour a-youl vat. • Harpañ kenlodennadur ar araezioù etre ar c'hevredigezhioù, dreist-holl evit enebiñ ouzh breskder ekonomikel an aozadurioù.

15. Kreñvaat an nester Lec'hioù pouezus evit ar vuhez pemdeziek hag implij ar servijoù publik, hor c'harterioù a zo ivez ul lec'h a vuhez keodedel.

E-touez hor c'hinnigoù : • Dileuriañ c'hwec'h eilmaer karter hep dileurierezh dre c'hennad. • Sistematekaat gweladennoù ar Vaerez er c'harterioù evit eskemm diwar al luskoù lec'hel hag ar politikerezhioù-kêr. • Ober e doare ma vo gwelet ingal an dilennidi ha servijoù kêr, dre ar renerezhioù karter, er marc'hadoù hag el lec'hioù foran. • Stagañ ouzh an divizadegoù an elfennoù degaset gant an demokratelezh-perzhiañ war an doser-mañ-doser, ha displegañ hon divizoù.

30" "


16. Annezidi, pratikoù, keodedourien omp holl C'hoant hon eus da ziorren al lec'hioù kendivizout gant an holl Roazhoniz, evit eskemm war o raktresoù, o c'hoantoù met ivez o redioù.

E-touez hor c'hinnigoù : • Neveziñ lec'hienn Internet kêr evit ma vefe aesoc'h hec’h implij : boest-soñjoù, titouroù war ar prim war obererezhioù kêr. • Neveziñ ha aesaat an doareoù da zastum soñjoù Roazhoniz, arnodiñ doareoù nevez da gendivizout ha da eskemm. • Krouiñ un arload hezoug evit lakaat adpignat an titouroù o tont gant an annezidi kement ha magañ diagnostikoù servijoù ti-kêr Roazhon. • Ambroug hor raktresoù kêraozañ en ur lakaat e plas stalioù-labour evit aesaat perc'hennadur ar spasoù gant an annezidi. • Lakaat muioc'h-mui ar pratikoù da gemer perzh en heñchadurioù hor servijoù hag hor politikerezhioù : perzh ar gerent dilennet er bodadoù evit divizout da biv e vo roet ur plas er magourioù, perzh ar pratikoù er c'homite implij ar poull-riklañ, hini ar poull-neuial... • Krouiñ « Kuzul ar fiñvusted » o vodañ implijerien an hentoù : e ali a roio ar c'huzul bep tro ma vo adkempennet hent pe hent evit ma vo kemeret interest an holl e kont. • Digeriñ gouarnerezh hor politikerezhioù gouestlet d’an endro d'ar bed kevredigezhel e Roazhon (kevredad publik lec'hel Dour diazad Roazhon, Emglev evit an energiezh lec'hel).

31" "


17. Lec’hiou nevez da ijinañ An aveadurioù a rank bastañda ezhommoù zo, met rankout a reont bezañ digor ha emdroüs a-walc'h evit gallout en em neveziñ hag en em azasaat ouzh ar goulennoù sokial o cheñch. Fellout a ra deomp anavezout ha broudañ e kêr lec'hioù hep kefridi raklakaet ha gouestlet d'an annezidi, disheñvel-tre an eil diouzh egile kement ha ma vo tu. Laoskomp kêr ober he jeu.

E-touez hor c'hinnigoù : • Krouiñ FabLab er c'harterioù : lec'hioù digor e-lec'h ma c'hell an dud, ar geodedourien, dont da implijout pe d'en em stummañ war an teknologiezhioù produiñ ha krouiñ ( kentpatromañ buan, troc'h laser, ijinerezh, design, elektronik...) • Lakaat lec’hiad Pasteur da vezañ ur gwir « arnodva kêr ». Adkempennet e vo al lec'h arnod ha kejañ-se. Hep kefridi raklakaet dezhañ e c’hallo bevañ diouzh lusk an arvestoù hag ar raktresoù.

18. Meran mat an arc’hant publik Daoust ma 'z eo yac'h stad an obererezh, hini an arc'hanterezh publik a redi ac'hanomp da vezañ sirius war an dachenn-se. Gant ar mennozh eo pouezus adingalañ an tailhoù, e tiwallimp e vefe un euro dispignet, un euro spletus evit Roazhoniz. Stabilaat a raimp ar striv arc'hant.

E-touez hor c'hinnigoù : • Mestroniañ an dispignoù publik evit stabilaat ar striv arc'hant. • Broudañ ul live postañ uhel evit asuriñ efedusted ar servijoù roet da Roazhoniz ha skoazell an implij. 32" "


• Lakaat e plas programmoù priziañ lodennet eus hor politikerezhioù publik evit azasaat hor servijoù ouzh ar pezh a c’hortoz Roazhoniz.

19. Kenobererezh an tiriadoù : Roazhon e-kreiz ar rouedadoù E meur a dachenn eus ar vuhez sokial, sevenadurel hag ekonomikel en em gavomp war al live europat hag etrebroadel hiziv an deiz. Ha peogwir e fell deomp c'hoari ur roll, eo dav en em aozañ evit krouiñ an dazont gant reoù all. Ar c’henober etrekumuniezh eo ar respont kentañ.

E-touez hor c'hinnigoù : • Ober hor mad eus ar fed e teuimp da vezañ ur veurgêr d'ar 1añ a viz Genver 2015 evit kenderc'hel gant hor strategiezh diorren evit an implij, al live bevañ hag ar c'henstagded sokial. • Kadarnaat hor roll a gêr-benn rannvroel, keflusker a gresk hag a gengred evit Breizh a-bezh. • Kemer perzh er pol meurgêr Liger-Breizh evit kenlabourerezhioù kreñvaet etre kêrioù ar c'hornôg. • Kreñvaat ar c'henlabour Roazhon-Naoned

33" "


Adkavit holl hor c'hinnigo첫 war : www.nathalie-appere.fr

34" "


Issuu converts static files into: digital portfolios, online yearbooks, online catalogs, digital photo albums and more. Sign up and create your flipbook.