• niv. 430 1 bL eremañ v r ioù, ar zoù, embann
b remañ • niv. 430
Lev r ioù, ar zoù, embann
Naoned e Breizh…
e n r e V s l e u J ! ha g e n o h z e r b e Poltred Jules Verne er mirdi en e enor, e karter Bellevue, e Naoned. A-zehoù, ar skrivagner naonedat poltredet gant Zavier Langleiz. Ar skeudenn a c’heller gwelet el levr Les Maisons inspirées gant Pierre Cressart.
Mirdi Jules Verne, e Naoned.
E-touesk ar skrivagnerien vrudetañ er bed a-bezh eo Jules Verne (1828-1905). Istorioù faltazius an Naonedad o deus bet awenet skrivagnerien, treserien, filmaozourien hag arzourien eus ar bed-holl, ha kendelc’her a reont d’en ober. Troet eo bet e skridoù e muioc’h a yezhoù eget re Shakespeare ! Gwall dreut ar peuriñ diouzh tu ar brezhoneg avat, daoust d’ar skrivagner bezañ embannet ingal e garantez evit e vro c’henidik...
k
enderc’hel a ra ar stourm politikel evit Bro-Naoned e Breizh daoust da bep tra ha daoust d’ar bloavezhioù a dremen. Kreñvoc’h-kreñvañ e seblant bezañ zoken gant degouezhioù liesseurt evel ar manifestadegoù aozet ingal, ar sinadegoù pe c’hoazh ar berzh a vez gant staliadur panelloùigoù Breizh 5/5 e kêrioù a bep seurt evel Sant-Brieg warlene. Un afer all eo war an dachenn sevenadurel avat, daoust ma vez graet o seizh gwellañ gant forzhik a gevredigezhioù evit derc’hel al liammoù gant ar peurrest eus ar vro. Menegiñ a c’heller an diouer a abadennoù kleweled e brezhoneg, ar skoilhoù evit diorren plas ar brezhoneg pe ar gallaoueg er vro, er skolioù pe evit an dud deuet, pe c’hoazh ar fed ne vez ket dalc’het kont kement-se eus Istor Breizh pa vez kaoz eus Istor Naoned... Ha pa reer anv eus Istor Naoned eo diaes tremen hep ober meneg eus Jules Verne.
JULES VERNE HAG E VRO E pep lec’h emañ Jules Verne e Naoned : ur pezh mell freskenn a c’heller gwelet e straed an Échelle, un delwenn anezhañ pa oa bugel e straed an Ermitaj, unan all e Jardin ar Bleunioù ha div all hag a denn da dudennoù e oberennoù, ar c’habiten Nemo ha Michel Ardan. Ar FC Naoned zoken, evel ma tisplege suporterien ar c’hlub e niv. 424 Bremañ, a zo boas da ganañ meuleudi dezhañ da vare ar c’hrogadoù mell-droad : “Oh que je t’aime, ville de Jules Verne, tu es la fierté de la Bretagne !”. Anat eo levezon ar skrivagner c’hoazh war unan eus al lec’hioù brudetañ e Naoned, “Mekanikoù an Enezenn” (Les Machines de l’île). Kinniget e vez an oberenn-se gant he aozerien evel ul labour arzel hag a vefe hanter-hent etre ar bedoù faltaziek empennet gant Jules Verne hag ar mekanikoù difluket e spered Leonardo Da Vinci [s.o. niv. 428 Bremañ]. Sklaer eo al liamm dre m’emañ Mirdi Jules
c’heller lenn er pennad-kaoz da-heul bet dalc’het gant daou haroz e romant Le superbe Orénoque, bet embannet er bloavezh 1898 : Hag ar serjant Marsial da ouzhpennañ neuze : – Ha ne vefemp ket distroet dre zegouezh en hor bro gaer a Vreizh ?... – Da gompren a ran, a respontas Yann. Heñvel eo an Orenoko amañ ouzh al Liger...
Verne nepell, en tu all d’al Liger nemetken, a-wel d’an enezenn arzel faltaziek-se.
– Ya, Yann, ouzh hol Liger, kement a-us hag a-zindan Naoned !2
Ne oa ket stag Jules Verne ouzh e gêr c’henidik nemetken avat. Liammoù kreñv en doa gant Pariz ha gant Amiens dreistholl. Eilmaer eo bet ahont hag e chomlec’h pennañ e oa e-kerzh eil lodenn e vuhez. Start eo bet an darempredoù etre Naoned hag eñ a-wechoù zoken ha rediet e oa bet da vont kuit dindan urzhioù e dad a felle dezhañ rediañ anezhañ da heuliañ studioù sirius...
LEZET A-GOSTEZ GANT AR VREZHONEGERIEN ?
Daoust da se e chom ar skrivagner meur un arouez eus Naoned e Breizh e meur a geñver. En em santout a rae breton hag embannet en doa kement-se meur a wech, pa vefe diwar e benn pe dre hanterouriezh tudennoù e romantoù. Er bloavezh 1894 da skouer e lavare d’ar c’hazetenner amerikan Robert Sherard deuet da atersiñ anezhañ : “Ni, Bretoned, zo ur bobl a veuriadoù”1. Ha Naoned a oa e Breizh hep mar ebet evitañ evel ma
Ur skrivagner eus ar re vrudetañ en estrenvro eo Jules Verne, ouzhpenn tra. Un delwenn zo bet savet en e enor e kêr Vigo e Galiza hag unan a vez gwelet en tu all da Europa zoken, e kêr Nijni Novgorod e Rusia. Hervez Index Translationum an Unesco, ur servij hag a zo e bal renabliñ troidigezhioù an oberennoù sevenadurel er bed-holl, e vefe Jules Verne an eil skrivagner bet troet ar muiañ e yezhoù all. Erruiñ a ra war-lerc’h Agatha Christie met dirak William Shakespeare, mar plij ganeoc’h ! Ken alies eo bet troet, ken n’heller ket kontañ an niver a droidigezhioù... Estreget evit ar brezhoneg, rak dister-kenañ eo o niver. Betek-henn ez eus bet troet ul levr berr e brezhoneg nemetken, An dorrerion-vlokus gant Meven Mordiern (e deroù ar
bloavezhioù 1970), azasaet goude-se gant Martial Ménard evit bezañ embannet gant An Here dindan an titl Bag ar Frankiz e 1992. Netra ’bet dibaoe. Ouzhpennañ a c’heller An enezenn gevrinus3, meneget er roll levrioù skoazellet o zroidigezh gant ar Rannvro. Peadra zo da souezhañ memes tra gant an nebeut a c’hoant zo gant metoù ar brezhoneg d’ober war-dro e romantoù, souezhusoc’h c’hoazh pa vez keñveriet gant an eizh oberenn gant Paol Feval bet troet gant pemp den disheñvel, da skouer.
UR GEFRIDI DIAES Treiñ Jules Verne e n’eus forzh pe yezh a chom ur gefridi diaes, ken pinvidik eo ar galleg implijet gantañ. Kaset eo bet al labour da benn e meur a yezh abalamour d’ar binvidigezh-se just a-walc’h : lakaat a ra ac’hanomp da veajiñ dre a bep seurt
doareoù, gwirion pe faltaziek, da ergerzhet ar voul-douar, pa vefe warc’horre, dre an diabarzh pe dre an diavaez, ha da gejañ gant yezhoù, pobloù pe gizioù a bep seurt ivez. Kement-se goude loc’hañ eus porzh etrebroadel Naoned, gwriziennet e Breizh gant Jules Verne, evel-just ! Un dra ret eo (ad)lenn e oberennoù e brezhoneg neuze, muioc’h c’hoazh eget e n’eus forzh pe yezh all. Ur stourm sevenadurel ha n’haller ket lezel a-gostez... Samuel Julien 1. “Nous, les Bretons, sommes un peuple de clans.” 2. Alors le sergent Martial d’ajouter : - Est-ce que, par hasard, nous sommes revenus dans notre cher pays de Bretagne ?... - Je te comprends, répondit Jean. Ici l’Orénoque ressemble à la Loire... - Oui, Jean, à notre Loire au-dessus comme au-dessous de Nantes ! [...] 3. L’Île mystérieuse, bet embannet er bloavezh 1875.
2