Lennomp !

Page 2

b remañ • niv.337

lennomp !

2

LENNOMP ! Dizoloit "Lennomp!", div bajennad Bremañ savet evit ar re a zo o teskiñ (hag ar re all ivez !). E-kichen titl ar pennadoù hag ar rubrikennoù e vo lakaet... ul levrig & (pennad live A2 , aesoc’h da lenn) pe daou levrig && (pennad live B1, un tamm startoc’h).

sifroù ar miz &

46622 Setu an niver a dud zo chom war an inizi Faero, kollet er mor etre Skos, Danmark ha Norvegia. Muioc’h eget poblañs Sant-Brieg pe SantErvlan, met nebeutoc’h eget hini Sant-Maloù ! Emren eo an inizi-se diouzh Danmark abaoe 1948 koulskoude. Bevañ a reont diwar ar pesketa dreist-holl, met kavet ez eus bet eoul-maen n’eus ket pell zo e mor ar vro. Peadra da gas o ekonomiezh war-raok ! O skipailh mell-droad broadel a oa deuet da c’hoari a-enep hini Bro-C’hall e Gwengamp er miz tremenet.

2975

Stal labour-douar a zo aet da get e Breizh e-kerzh ar pevar bloavezh diwezhañ. Chom a ra stabil tamm-pedamm ar GLDT. Heñvel eo ar jeu en Europa a-bezh, met gwashoc’h eo an traoù amañ, ken troet eo ar vro war-du al labour-douar. An enkadenn a zo er mare-mañ evit ar broduourien laezh da skouer ne lakaio ket an traoù da vont war wellaat.

gerioù start Emren : autonome Kas war-raok : faire progresser Broadel : national Stal labour-douar : exploitation agricole Mont da get : disparaître Enkadenn : crise GLDT (Gorread LabourDouar Talvoudus) : Surface Agricole Utile, ou nombre d’hectares cultivés

Miz Yaouank !

&&

Dañsal, c’hoarzhin, selaou sonerezh, komz brezhoneg pe sellet ouzh filmoù... Setu traoù a c’helloc’h ober e-pad miz Du, e Roazhon.

e

tre an 2 hag an 22 a viz Du e vo kinniget gant Skeudenn Bro Roazhon, emglev kevredigezhioù breizhek Bro-Roazhon ur programm a-feson evit ober anaouedegezh gant sevenadur ar vro.

Filmoù D’an 2, 3, 4, 5 a viz Du e krogo ar gouel gant "Sineyaouank". Bannet e vo filmoù e brezhoneg, berr pe hir e meur a lec’h er gêr vras. Filmoù faltazi, teulfilmoù, filmoù fentus pe drist. Digoust (pe dost) e vo.

Fest-noz en toull-noz En hevelep nozvezh e vo graet ar fest-noz kentañ en ul lec’h dic’hortoz : an toullnoz ! Unan brudet war ar marc'had, anavezet mat gant riboulerien Roazhon, L'Espace.

Devezh ar vugale D'ar Mercher 4 e vo devezh ar vugale. Un tañva da sevenadur Breizh a vo roet dezho gant tud Kelc’h keltiek Roazhon.

© Jacqueline Jumel ha Benjamin Jan

Rockerien ha barzhed A-hed ar mizvezh e c'hello an neb a garo mont da davarnioù zo evit sonadegoù bihan. D’ar Gwener 6 e vo nozvezh kentañ "Alternative Yaouank" da skouer, un abadenn rock nevez. En davarn 1929 e sono an Naonedad Gweltaz Adeux hag ar Roazhonad Brieg Guerveno. Ma n’eo ket trawalc’h deoc’h, e vo tu da zistreiñ evit eil lodenn derby rock etre Roazhon ha Naoned, d’ar Yaou 12 er memes lec’h, gant Daonet ha Lik Ha Lik. D’ar Merc'her 18 a viz Du e vo ur sonadeg digoust da greisteiz er Maezioù Frank gant Niou Bardophones

Ar fest bras D’ar Yaou 19 e vo ur fest-noz all e sal ar Cité, u llec'h un tamm klaseloc'h. Evit abadenn veur an 21 a viz Du, e c'helloc'h mont da zañsal adarre e Sant-Jakez-alLann, er MuzikHall. E-kichen an aerborzh emañ ar sal vras-mañ. Kregiñ a raio ar jeu da 5 eur noz, betek 5 eur diouzh ar beure ! G.R.

gerioù start Ober anaoudegezh : faire connaissance Bannañ : projeter Filmoù faltazi : fiction Teulfilm : documentaire Fentus : humoristique

En hevelep nozvezh : durant la même nuit Sonadeg : koñsert (concert) Ar Maezioù Frank : Les Champs Libres An abadenn veur : le grand spectacle


Issuu converts static files into: digital portfolios, online yearbooks, online catalogs, digital photo albums and more. Sign up and create your flipbook.