Lennomp !

Page 1

b remañ Lennomp! #1-6 | digoust

E live 2, 3 ha 4 oc’h enskrivet ? Mat eo tapout ar pleg da lenn brezhoneg ingal neuze ! Ha gouzout a rit e vez embannet div bajennad aes da gompren anvet "Lennomp !" bep miz e-touez 24 fajenn ar gelaouenn Bremañ ? Koumanantiñ ne gousto ket ker deoc’h ! Par eo da 4 € bep miz. Da lâret eo 1 € bep sizhun evit sikour ar mizieg nemetañ e brezhoneg ha kaout peadra da vont war-raok gant al lenn !

Vous êtes inscrits en cours de niveaux 2, 3 ou 4 ? Rien de mieux que de lire régulièrement en langue bretonne pour progresser ! Savez vous que nous publions deux pages faciles à comprendre appellées "Lennomp !" chaque mois dans les 24 pages de Bremañ ? Vous abonner revient à 4 € par mois seulement. C’est-à-dire 1 € par semaine pour soutenir l'unique mensuel en breton, avoir de quoi lire et aller de l’avant dans votre apprentissage !


b remañ • niv.337

lennomp !

2

LENNOMP ! Dizoloit "Lennomp!", div bajennad Bremañ savet evit ar re a zo o teskiñ (hag ar re all ivez !). E-kichen titl ar pennadoù hag ar rubrikennoù e vo lakaet... ul levrig & (pennad live A2 , aesoc’h da lenn) pe daou levrig && (pennad live B1, un tamm startoc’h).

sifroù ar miz &

46622 Setu an niver a dud zo chom war an inizi Faero, kollet er mor etre Skos, Danmark ha Norvegia. Muioc’h eget poblañs Sant-Brieg pe SantErvlan, met nebeutoc’h eget hini Sant-Maloù ! Emren eo an inizi-se diouzh Danmark abaoe 1948 koulskoude. Bevañ a reont diwar ar pesketa dreist-holl, met kavet ez eus bet eoul-maen n’eus ket pell zo e mor ar vro. Peadra da gas o ekonomiezh war-raok ! O skipailh mell-droad broadel a oa deuet da c’hoari a-enep hini Bro-C’hall e Gwengamp er miz tremenet.

2975

Stal labour-douar a zo aet da get e Breizh e-kerzh ar pevar bloavezh diwezhañ. Chom a ra stabil tamm-pedamm ar GLDT. Heñvel eo ar jeu en Europa a-bezh, met gwashoc’h eo an traoù amañ, ken troet eo ar vro war-du al labour-douar. An enkadenn a zo er mare-mañ evit ar broduourien laezh da skouer ne lakaio ket an traoù da vont war wellaat.

gerioù start Emren : autonome Kas war-raok : faire progresser Broadel : national Stal labour-douar : exploitation agricole Mont da get : disparaître Enkadenn : crise GLDT (Gorread LabourDouar Talvoudus) : Surface Agricole Utile, ou nombre d’hectares cultivés

Miz Yaouank !

&&

Dañsal, c’hoarzhin, selaou sonerezh, komz brezhoneg pe sellet ouzh filmoù... Setu traoù a c’helloc’h ober e-pad miz Du, e Roazhon.

e

tre an 2 hag an 22 a viz Du e vo kinniget gant Skeudenn Bro Roazhon, emglev kevredigezhioù breizhek Bro-Roazhon ur programm a-feson evit ober anaouedegezh gant sevenadur ar vro.

Filmoù D’an 2, 3, 4, 5 a viz Du e krogo ar gouel gant "Sineyaouank". Bannet e vo filmoù e brezhoneg, berr pe hir e meur a lec’h er gêr vras. Filmoù faltazi, teulfilmoù, filmoù fentus pe drist. Digoust (pe dost) e vo.

Fest-noz en toull-noz En hevelep nozvezh e vo graet ar fest-noz kentañ en ul lec’h dic’hortoz : an toullnoz ! Unan brudet war ar marc'had, anavezet mat gant riboulerien Roazhon, L'Espace.

Devezh ar vugale D'ar Mercher 4 e vo devezh ar vugale. Un tañva da sevenadur Breizh a vo roet dezho gant tud Kelc’h keltiek Roazhon.

© Jacqueline Jumel ha Benjamin Jan

Rockerien ha barzhed A-hed ar mizvezh e c'hello an neb a garo mont da davarnioù zo evit sonadegoù bihan. D’ar Gwener 6 e vo nozvezh kentañ "Alternative Yaouank" da skouer, un abadenn rock nevez. En davarn 1929 e sono an Naonedad Gweltaz Adeux hag ar Roazhonad Brieg Guerveno. Ma n’eo ket trawalc’h deoc’h, e vo tu da zistreiñ evit eil lodenn derby rock etre Roazhon ha Naoned, d’ar Yaou 12 er memes lec’h, gant Daonet ha Lik Ha Lik. D’ar Merc'her 18 a viz Du e vo ur sonadeg digoust da greisteiz er Maezioù Frank gant Niou Bardophones

Ar fest bras D’ar Yaou 19 e vo ur fest-noz all e sal ar Cité, u llec'h un tamm klaseloc'h. Evit abadenn veur an 21 a viz Du, e c'helloc'h mont da zañsal adarre e Sant-Jakez-alLann, er MuzikHall. E-kichen an aerborzh emañ ar sal vras-mañ. Kregiñ a raio ar jeu da 5 eur noz, betek 5 eur diouzh ar beure ! G.R.

gerioù start Ober anaoudegezh : faire connaissance Bannañ : projeter Filmoù faltazi : fiction Teulfilm : documentaire Fentus : humoristique

En hevelep nozvezh : durant la même nuit Sonadeg : koñsert (concert) Ar Maezioù Frank : Les Champs Libres An abadenn veur : le grand spectacle


b remañ • niv.337

LENNOMP  !

Lin ha Lan

Tud ar miz

&&

Berzh he deus graet Izïa e-pad gouelioùmeur an hañv, gant he single Back in Town. 19 vloaz eo ha merc’h Jacques Higelin eo. He mouezh strobinellus ha kreñv ho peus klevet dija sur a-walc’h. Gwelet e vo un tamm e pep lec’h e Breizh er mizioù a zeu : kit da brenañ pe da bellgargañ ar bladenn en hec'h anv. Un drugar eo evit an divskouarn. N’anavezit ket anv ar c’hazetenner-

3 ­

niv.0

mañ ? Christian Poveda a zo un den bet kalonek a-walc’h evit filmañ e Los Angeles ur gang brudet da vezañ feuls : an "18th Street Gang". Ur film zo bet savet diwar e skeudennoù. La Vida Loca e anv. Diskouez a ra ur bern traoù n’int ket bet gwelet c’hoazh, diwar-benn mont en-dro ar gang pe diwar-benn ar vuhez sokial tro-dro dezhañ. Lazhet eo bet Christian Poveda e-kichen San Salvador, gant

tud ar gang-se, e penn-kentañ miz Gwengolo, pa oa o filmañ anezho. Disoñjet ho peus Naomi Campbell ? Souezhet eo bet tud metoù ar c’hrouiñ dilhad o welet an top-model o tistreiñ war ur podiom evit dastumad dilhaddindan ar c’hemener Igor Chapurin, e miz Here. 39 vloaz eo Naomi, ha prouet 'deus d’ar rummad yaouank emañ c’hoazh bepred er jeu !

gerioù start ober berzh : avoir du succès

metoù : milieu

gouelioù-meur : festivals

dastumad dilhad-dindan :

strobinellus : envoûtant(e)

collection de sous-vêtements

en hec'h anv : qui porte son nom (à elle)

kemener : stilour (tailleur)

mont en-dro : fonctionnement

rummad : génération

Notenn yezh

Gallout pe Gellout, ur verb leun a dalvoudegezh...

• Sterioù disheñvel a zo d'ar verb gallout : Implijet e vez evit treiñ an aotre, ar galloud - Gellout a ran tremen / Me a c'hall tremen / Tremen a c'hallan - Gallet 'm eus komz ganti / Ne'm eus ket gallet komz ganti • E plas gellout e vez implijet ivez troiennoù all evel "bezañ tu da" pe "bezañ gouest da" - N'eus ket tud din da dresañ gant ma zreid - N'on ket gouest da dresañ gant ma zreid

Lakaat e pleustr Klaskit implijout ar verb gallout e plas an elfennoù islinennet : P N'eus ket tu dezhi da vont da bourmen P Tu 'zo din da vutunat P N'eo ket evit kompren P N'eo ket bet gouest da respont P Gouest on da vont da welet anezhañ en ur redek

lennomp !

Ne c'hallan ket – N'hallan ket tremen

• Ar verb gallout a vez implijet stank e brezhoneg. Na zisoñjit ket anezhañ eta !


b remañ • niv.338

lennomp !

4

LENNOMP ! Dizoloit "Lennomp!", div bajennad Bremañ savet evit ar re a zo o teskiñ (hag ar re all ivez !). E-kichen titl ar pennadoù hag ar rubrikennoù e vo lakaet... ul levrig (pennad live A2 , aesoc'h da lenn) pe daou levrig (pennad live B1, un tamm startoc'h).

Emgav Kopenhagen An endro a vez e-kreiz kaozeadennoù an dud er mare-mañ. Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) a zalc’ho un emgav pouezus e Kopenhagen.

sifroù ar miz &

5000000000 a vunutennoù a dremen an dud bemdez er bed a-bezh war Facebook, lec’hienn eskemm brudetañ Internet. E-touesk lec’hiennoù ar rouedad a vez gweladennet ar muiañ bemdez e kaver Yahoo! (581 milion a dud) pe Microsoft (691 milion). Mont a ra ar maout gant Google (844 milion) avat. Facebook a zo e pevare renk ar roll-se (340 milion a weladennerien).

20586

tonenn a avu-lart a vo debret er bed da vare gouelioù fin a bloaz, e kornôg Europa dreist-holl. An tri c’hard eus produerezh ar bed eo.

gerioù start Rouedad : réseau Renk : position Roll : liste, classement Avu-lart : foie gras Produerezh ar bed : production mondiale

s

inañ un emglev etre gouarnamantoù ar bed a vo klasket ober etre ar 7 hag an 18 a viz Kerzu e Kopenhagen (Danmark). Mirout ouzh cheñchamant an hin da gaout re a levezon war hor buhez hag hor planedenn eo ar pal. Kemer a raio plas emglev Kyoto, a vo echu e 2012.

Levezon mab-den Produet e vez kalz gaz karbonek (CO2) gant ur bern uzinoù er bed pe gant kefluskerioù hor c’hirri-tan. Traoù a implijomp bemdez hag a grou an "efed ti-gwer". Se zo kaoz e tomma an hin tamm-ha-tamm. Petra a c’hell distruj ar CO2 ? Ar gwez eveljust. Skevent an Douar int. Diskaret e vezont muioc'h-mui koulskoude. Evel en Amazonia da skouer : an digoadañ eo. Loened, plant ha pobloù a ya da get abalamour da-se.

Peseurt efedoù a vo gant tommadur an hin ? Ar glav. En hanternoz ar voul-douar e vo muioc’h-mui a c’hlav hag a zour-beuz e–pad ar goañv. Er c’hreisteiz e vo prantadoù sec’hoc’h aliesoc’h e-pad an hañv.

An tommder. Aliesoc’h-aliesañ e vo sec’hor bras, evel e 1976 pe 2003. An dour a vo priziusoc’h-priziusañ neuze. Ar yec’hed. Niver ar c’hleñvedoù, re ar skevent da skouer, a yelo war gresk. Evel an terzhiennoù degaset gant amprevaned.

Ober buan Mallus-bras eo ober un dra bennak eme ar skiantourien. Ma ne cheñchomp ket penn d’ar vazh e vo re ziwezhat. Aozadurioù e-maez-gouarnamant, evel Greenpeace pe WWF, a embann e ranko ar broioù pinvidik lakaat ar c’hementad CO2 produet ganto da goazhañ eus 40 %. Ledanaat tachenn an "ekonomiezh c’hlas" a-raok 2020 a vo ret dezho ober. Ar broioù war ziorren a ranko ober strivoù ivez ha tizhout palioù resis. Dav e vo d'ar re binvidikañ sikour anezho. Ha trawalc’h e vo ? Diaes eo respont d’an deiz a hiziv. Pep hini ac’hanomp a c’hell kemer perzh en ur glask saotrañ nebeutoc’h, en ur cheñch mod bevañ, ha beveziñ en ur mod all. Hir e vo an hent c'hoazh evit ma vefe doujet ouzh an endro gant an holl : tud, Stadoù hag embregerezhioù.

gerioù start Endro : environnement Aozadur ar Broadoù Unanet : Organisation des Nations Unies (ONU) Hin : climat Levezon : influence Planedenn : planète Mab-den : l'homme, l'humanité Keflusker : moteur Efed ti-gwer : effet de serre

Skevent : poumon Digoadañ : déboiser, déforestation Mont da get : disparaître Tommadur : réchauffement Dour-beuz : inondation(s) Sec'hor : sécheresse Terzhienn : fièvre Cheñch penn d'ar vazh : inverser le cours des choses

Aozadur e-maez-gouarnamant : organisation non-gouvernementale (ONG) Koazhañ : réduire, diminuer Bro war ziorren : pays en voie de développement Striv : effort Saotrañ : polluer Beveziñ : consommer Doujañ : respecter


b remañ • niv.338

LENNOMP  !

Lin ha Lan

Tud ar miz  Antoine Saout, ur paotr 25 bloaz eus Bro-Vontroulez, zo deuet a-benn da dizhout an trede plas e kampionad poker ar bed e Las Vegas. Degas a raio gantañ da SantMartin-war-ar-Maez 2 335 000 €... Peadra da lidañ an trec’h e-pad pell ! Gurrumul a zo ur c’haner a-orin eus ur meuriad aborijen en Aostralia, bet

5 ­

niv.1

ganet dall, e 1970. Kanañ a ra abaoe 1988 en e yezhvamm, ar gumatj. N’eo nemet abaoe e droiad en Europa er miz-mañ o deus bet tro arvestourien hor c’hevandir kozh da glevout e vouezh flour ha dibar. Ar paotr lent-se ne gomz ket saozneg hag embannet en doa n’eus ket pell zo ne oa ket dedennet gant an arc’hant a zegaso e

vicher dezhañ. Ne servije an arc’hant da netra en e vro emezañ. Annie Lennox, kanerez Eurythmics er bloavezhioù 80, zo bet graet "Maouez ar Peoc’h 2009" diouti, e 10vet emvod loreidi Priz Nobel ar Peoc’h. Un doare da drugarekaat anezhi evit al labour pemdeziek a vez kaset ganti a-enep ar SIDA e Suafrika.

gerioù start Tizhout : atteindre Lidañ : célébrer, fêter Meuriad : tribu Yezh-vamm : langue maternelle

Arvestour : spectateur Kevandir : continent Lent (abaf) : timide Pemdeziek : quotidien

Notenn yezh

Ar c'heñveriañ e brezhoneg...

• Evit treiñ "plus...que" (comparatif de supériorité) e lakaer an dibenn -oc'h e fin an anv-gwan hag e ouzhpenner eget pe evit da-heul : Brasoc'h eget / evit Pêr eo Paol

• Evit treiñ "aussi...que" (comparatif d'égalité) e lakaer ken dirak an anv-gwan hag e ouzhpenner ha pe hag da-heul : Ken bras ha Pêr eo Yann

Diwallit ! Ne vez ket troet e brezhoneg

"Ce livre-ci est moins intéressant que ce journal-là." Evit treiñ ar mennozh-se e vo cheñchet un tamm ar frazenn hag implijet e vo : Al levr-mañ n'eo ket ken dedennus hag ar gazetenn-se pe Ar gazetenn-se a zo dedennusoc'h eget / evit al levr-mañ

E niverenn miz Genver e kendalc'himp gant an notenn yezh-mañ hag e kinnigimp ur c'hoari all deoc'h.

Respontoù an notenn war gellout (niv.337)

P Ne c'hall ket mont da bourmen P Gellout a ran butunat / Butunat a c'hellan / Me a c'hall butunat P Ne c'hall ket kompren P Ne c'hall ket respont P Gellout a ran mont da welet anezhañ en ur redek

lennomp !

• Evit treiñ e brezhoneg "le plus..." (superlatif) e lakaer -añ e fin an anv-gwan : Ar brasañ eo Paol

Da zerc'hel soñj • gant mat : implijet e vez gwelloc'h ha gwellañ. Lavaret e vo ken mat, ha dreist-holl, kenkoulz. • gant fall : implijet e vez falloc'h ha fallañ met ivez gwashoc'h ha gwashañ. • gant kalz : implijet e vez muioc'h ha muiañ.


b remañ • niv.339

lennomp !

6

LENNOMP ! Dizoloit "Lennomp!", div bajennad Bremañ savet evit ar re a zo o teskiñ (hag ar re all ivez !). E-kichen titl ar pennadoù hag ar rubrikennoù e vo lakaet... ul levrig (pennad live A2 , aesoc'h da lenn) pe daou levrig (pennad live B1, un tamm startoc'h).

Mare ar gouelioù sifroù ar miz &

266880

Profoù e traoñ ar wezenn-sapr garlantezet brav, avu-lart hag istr war an daol, gwerennadoù Champagne…

maouez o deus dilezet o labour er bloaz tremenet goude ganedigezh o babig e Frañs, da lavaret eo 32% anezho. daou c’hant c’hwec’h mil ha tri-ugent eizh kant pevar ugent

200 e

vit ur bern tud ez eo stag an traoù-se ouzh gouel an Nedeleg.

Gigawatt an eur a vez implijet bep bloaz e Frañs hag e Suis evit garlantezioù Nedeleg, gant an dud hag an tiez-kêr. Ma ne vez ket kinklet hon tiez pe hor straedoù da vare Nedeleg er bloaz a zeu e vo arboellet energiezh produet gant… div greizenn nukleel ! daou c'hant

gerioù start Dilezel : délaisser Ganedigezh : naissance Garlantezioù : guirlandes Kinklañ : décorer Arboellañ : économiser

gerioù start

Lod all a lid Nedeleg war un ton all, en ur zistreiñ d'e ster kentañ. M'emañ ar 25 a viz Kerzu da vare gouel pagan ar goursavheol ez eo ur gouel kristen ivez, evit lidañ ganedigezh ar C'hrist.

Bezañ asambles Ur prantad evit kaout levenez gant tout ar familh ha da gas amzer blijus gant ar re a garer eo Nedeleg. Setu perak ne fiskoagn pe ne gouignaoua ket an holl da vare Nedeleg pe Kalanna.

Oberoù kalonek Tud a-youl vat ar Groaz ruz, pe reoù Fondation abbé Pierre, a ro un tamm eus o amzer evit sikour ar re zo en dienez. Kalz tud zo o-unan, e yenijenn ar goañv, pa vez al lod brasañ eus an dud o riboulat disoursi.

tommañ Reiñ pallennoù pe dilhad tomm, boued, ur mousc'hoarzh. Kaozeal, degas un tamm spi en amzer da zont ivez. Sed aze ar pezh a vo klasket ober gant paotred ha merc'hed ar c'hevredigezhioù-se.

Reiñ bod Kevredigezh an DAL da skouer, a ra wardro ar gwir da gaout un ti. Lakaat an dud, an tiez-kêr hag ar gouarnamant da welet ha da gompren buhez an dud hep ti, pa zeu an amzer da vezañ yen-ki.

stourm ivez E Roazhon da skouer, o deus choazet tud an DAL ac'hubiñ tiez goullo evit reiñ bod da dud hep lojeiz. Merc'hed ha paotred o-unan kement ha familhoù repuidi bolitikel pe ekonomikel. Ha c'hwi, petra emaoc'h e soñj ober evit gouelioù dibenn ar bloaz ? G.R.

• = gerioù benel

Garlantezañ : décorer de guirlande(s)

Fiskoaniañ : réveilloner (repas)

Istr, Istrenn • : huître(s) Pagan : païen

Kouignaoua : quêter les cadeaux du nouvel Yenijenn • : froid an (kouign : gâteau) Kevredigezh • : association Kalanna : fête du nouvel an Reiñ bod : héberger, donner asile

Goursav-heol : solstice

Kalonek : courageux, chaleureux

Ac'hubiñ : occuper

Ganedigezh • : naissance

A-youl vat : bénévole, volontaire

Repuad (repuidi) : réfugié

Ster : sens, signification

Levenez • : bonheur, joie

Dienez • : misère


b remañ • niv.339

LENNOMP  !

Tud ar miz  Stephenie Meyer, dianav eo hec’h anv evit ur bern tud. Anavezetoc’h eo he levrioù avat : hi deus skrivet an heuliad Twilight a zo deuet da gemer plas Harry Potter war roll al levrioù lennet ar muiañ gant an dud yaouank. Daou film zo bet savet diwar al levrioù-se ha re all a vo.

Lionel Messi, dilennet eo bet Mell Aour (c’hoarier melldroad gwellañ ar bed) er miz tremenet. N’eo ket ur souezhadenn evit c’hoarier an FC Barcelona. E oad avat (22 vloaz eo) a lak da soñjal e savo c’hoazh plijadur e kalonoù arvestourien Camp Nou.

niv.2

Lin ha Lan

7 ­

Daft Punk, strollad brudetañ an elektro a zistroio e dibenn ar bloavezh 2010 gant 24 zon savet evit ar film skiantfaltazi Tron : Legacy. Gortozet int gant ar re zo sot ganto, ken dister eo an niver a bladennoù bet savet gant an daou gañfard e 12 vloaz (3 nemetken, hep kontañ ar re live).

gerioù start Heuliad : série Souezhadenn • : surprise Skiant-faltazi • : science-fiction

Dister : réduit, faible, médiocre Kañfard : compère, complice

Notenn yezh

Ar c'heñveriañ e brezhoneg... eil lodenn

Er miz tremenet hor boa adwelet penaos ober gant ar c'heñveriañ. Deomp un tamm pelloc'h eta ! • An hini, ar re... An ti brasañ g an hini brasañ g ar brasañ Gourel eo ar ger “ti” : n'eus kemmadur ebet neuze goude ar ger “hini” Padal : an oto vihanañ g an hini vihanañ g ar vihanañ. Benel eo ar ger “oto”. Kemmadurioù a zo eta goude ar ger “oto” evel- just met ivez goude ar ger “hini” Ar vugale dorr-pennañ g ar re dorr-pennañ Kemmadurioù a zo ivez goude “re”

• Implij seul gant ar c'heñveriañ (kemmadurioù goude seul) evit treiñ “plus...plus...” : Seul farsusoc'h seul blijusoc'h Seul bounneroc'h seul skuizhusoc'h

Un nebeud frazennoù da glokaat gant ar gerioù daheul, evit echuiñ... Marc'hamatoc'h / Skuishoc'h / Kenkoulz / Ken bras / Tommoc'h-tommañ / Nebeutoc'h ...........................................eo tad kozh an Nedeleg ar bloazmañ eget warlene. A-benn kousket muioc'h, evit .......................................a gafe. Ar bier-mañ n'eo ket.................................................hag ar bier hor boa tañvaet dec'h da noz. An avu-lart a zo ............................................evit ar c'haviar. ...............................................e teu da vezañ an hin. Bras eo, met n'eo ket ....................................ha te memes tra.

lennomp !

• Ar stumm war greskiñ – la progression Deoc'h c'hwi da zibab, daou stumm a zo: Finoc'h-fin pe finoc'h-finañ Bravoc'h-brav pe bravoc'h-bravañ Farsusoc'h-farsus pe farsusoc'h-farsusañ Marc'hadmatoc'h-marc'hadmat pe Marc'hadmatoc'h-marc'hadmatañ Petra a reer eus "plus ou moins" neuze ? Dibabit un anv-gwan ("speredek" da skouer) hag ouzhpennit "pe" hag ar c'heñveriañ goude... graet eo ! Sklaeroc'h e vo gant ur skouer : Speredek pe speredekoc'h (plus ou moins intelligent) Fin pe finoc'h (plus ou moins malin)

• Na zisoñjit ket ar cheñchamantoù a vez gant anvioùgwan zo (ar re a echu gant g,d,b,z ha zh) Da skouer : Kozh g Koshoc'h g Koshañ Nevez g Nevesoc'h g Nevesañ Goustad g Goustatoc'h g Goustatañ


b remañ • niv.340

lennomp !

8

LENNOMP ! Dizoloit "Lennomp!", div bajennad Bremañ savet evit ar re a zo o teskiñ (hag ar re all ivez !). E-kichen titl ar pennadoù hag ar rubrikennoù e vo lakaet... ul levrig (pennad live A2 , aesoc'h da lenn) pe daou levrig (pennad live B1, un tamm startoc'h).

C'hoarioù olimpek Vancouver sifroù ar miz &

83

c'huzulier-rannvro (tri c’huzulier-rannvro ha pevarugent) a vo ret dilenn e miz Meurzh da zont evit Rannvro Breizh (enni pevar departamant). Ar guzulierien erruet e 2004 (daou vil pevar) a oa bet dilennet evit 6 vloaz diwar listennoù rannvroel. Dasparzhet e vezont hiziv dre zepartamant : 18 (triwec'h) kuzulier evit Aodoù-an-Arvor, 18 kuzulier evit ar Mor-Bihan, 23 (tri-warn-ugent) evit an Il-ha-Gwilen ha 24 (pevarwarn-ugent) evit Penn-arBed. Voterien Bro-Naoned o do da vouezhiañ evit 35 den (pemp den ha tregont) met evit ur c'huzul-rannvro all.

206

vloaz (daou c'hant c'hwec'h) zo eo dizalc'h Haiti. D'ar 1añ (c’hentañ) a viz Genver 1804 (mil eizh kant pevar) e oa bet embannet e oa eus Haiti ur vroad emren goude bezañ bet trec'h war arme Napoleon.

gerioù start Kuzul-rannvro : conseil régional Kuzulier-ien : Conseiller-s Mouezhiañ, votiñ, dilenn : donner sa voix, voter, élire Dasparzhañ : répartir Dizalc'h : indépendant Kentañ : premier Embann : déclarer (imprimer) Broad • : nation Emren : autonome Bezañ trec'h war : être vainqueur de...

Etre an 12 hag an 28 a viz C'hwevrer e vo dalc'het, e Vancouver ha Whistler, ar c'hentañ C'hoarioù Olimpek goañv warn-ugent. Proviñs British Columbia Kanada a zegemero eta an atletourien deuet eus ar bed a-bezh, pe dost.

a

baoe ar C'hoarioù bet aozet e Chamonix, e penn-kentañ 1924, en em vod sportourien an erc'h hag ar skorn, bep pevar bloaz, da gaout o gwalc'h a vedalennoù aour, arc'hant pe arem. Ouzhpenn pevar-ugent bro a glasko dastum ar pemp kant nav medalenn ha daou-ugent a vo da c'hounit en holl er pemzek diskiblezh boas (eus ar biatlon d'ar ski-diskenn).

Alexis Contin E 2006, e Torino (Italia), e oa aet ar maout gant Alamagn, tapet nav medalenn warnugent ganti ha lakaet Stadoù-Unanet Amerika da eil, gant pemp warn-ugent anezhe. Evit ar pezh a sell ouzh skipailh Frañs, n'eus nemet pemp atletour warnugent a zo bet dibabet evit poent. Ar Breizhad Alexis Contin, ezel eus an "Asbre Pavig" (lec'hiet e Logunec'h), en o zouesk. Pilet rekord Frañs ar pemzek kant metr, pemp mil metr ha dek mil metr gantañ,

Alexis Contin a genstrivo e ruzikat a-dizh. Peadra da ijinañ e oa bet gwisket e gwenn a-ratozh-kaer Breizh en he fezh n'eus ket pell zo kement hag e gustumiñ ouzh doareoù hin a vo kavet, d'an nebeutañ, e kornôg Kanada...

Henvroidi Kanada Aozet mat e oa bet an darvoud sportelmañ e 1976 gant kêr Montréal ha kêr Calgary, e 1988, ha ret eo kaout spi ne vo kudenn ebet gant difennerien lec'hel gwirioù an henvroidi. War zigarez ma vo dalc'het kenstrivadegoù zo e tiriadoù a oa da Amerindianed gwechall, e oa bet lakaet reuz da-geñver hentad ar flammenn olimpek, e Toronto ha Victoria da skouer. Padal, Billy Williams, penn-bras ar vroad Squamish, en deus embannet krenn-hakrak "Emaomp o chom amañ. Lod omp eus ar bed ha kavout a ra deomp o do ar C'hoarioù efedoù gounidus e-pad meur a rummad." Y.B.

gerioù start Arem : bronze Diskiblezh : discipline Aet ar maout gant : la victoire est allé à... Pilet : pilé, (a)battu, écrasé Ruzikat a-dizh : patinage de vitesse Henvroidi : autochtones

Gwirioù : droits Kenstrivadeg : compétition, concours Tiriad : territoire Padal : cependant Krenn-ha-krak : carrément, péremptoirement


b remañ • niv.340

LENNOMP  !

Lin ha Lan

Tud ar miz  Volantin, un den a relijion, a aoze euredoù kuzh evit soudarded Roma, etre ar bloavezhioù 268 ha 270. Difennet e oa bet dezho eurediñ gant an impalaer Klaod II. Jahinet ha lazhet e oa bet ar beleg d’ar 14 a viz C’hwevrer abalamour da se. Setu perak ez eo deuet Sant Volantin da vezañ sant

9 ­

niv.3

paeron an amourouzien. Jeanne Cherhal a embanno he fevare pladenn, Charade, d’an 8 a viz Meurzh a zeu. Un doare evit plac’h Naoned da gadarnaat ar berzh he doa graet gant hec’h albomoù all abaoe he leurenn vras kentañ en Erer Kozh, e 2000.

Mano Solo, gant tamm bruderezh ebet, a oa deuet a-benn da vezañ ur c'haner brudet ha karet e Frañs e-kerzh an ugent vloaz tremenet. Stourm a rae a-enep ar sida (a oa warnañ abaoe 1986) hag evit sikour bugale Madagaskar. Marvet eo d’an 10 a viz Genver. 46 vloaz e oa.

gerioù start Aozañ : organiser Jahinet : torturé Sant paeron : saint-patron

Pevare : quatrième Kadarnaat : confirmer Bruderezh : publicité

Notenn yezh

"Pa vez erc'h war an douar, ne vez na tomm na klouar"

Er miz-mañ ez eus bet kaoz e pep lec'h eus an amzer... Setu un nebeud troiennoù da implijout eta !

• Ha gwir eo e oa bet yen an amzer e miz Genver : “Yen e oa bet din e miz Genver” / “Anoued 'm oa bet e miz Genver” / “Riv 'm oa bet e miz Genver.” Setu penaos e c'hallit lâret “J'ai eu froid en janvier” ! • Diwallit ivez gant ar c'hemmadurioù goude ar ger “amzer” hag “avel” :

Biz : nord-est / avel viz : la bise Ar pevar avel : les quatre vents / les quatre points cardinaux

Respontoù notenn ar miz paseet (niv.339)

Skuishoc'h eo tad kozh an Nedeleg ar bloaz-mañ eget warlene. A-benn kousket muioc'h, evit nebeutoc'h a gafe. Ar bier-mañ n'eo ket kenkoulz hag ar bier hor boa tañvaet dec'h da noz. An avu-lart a zo marc'hadmatoc'h evit ar c'haviar. Tommoc'h-tommañ e teu da vezañ an hin. Bras eo met n'eo ket ken bras ha te memestra.

lennomp !

• E brezhoneg e c'hallit treiñ ar ger très e meur a zoare E plas “yen-tre eo an amzer” klaskit ober gant troiennoù evel : Yen-du eo an amzer / Yen-sklas eo an amzer / Yen-ki eo an amzer hiziv ! E-lec'h “tomm-tre eo an amzer” : Tomm-gor eo an amzer / Tomm-ruz eo an amzer E plas “gleb-tre eo an amzer” Gleb-teil eo an amzer

Lâret e vo “amzer vrav zo prometet” hag “amzer c'hleb zo bet en hañv-mañ” met ar pevar amzer “Avel viz* oa bet dec'h da noz” hag “avel greñv zo hiziv”, met ar pevar avel*


b remañ • niv.341

lennomp !

10

LENNOMP ! Dizoloit "Lennomp!", div bajennad Bremañ savet evit ar re a zo o teskiñ (hag ar re all ivez !). E-kichen titl ar pennadoù hag ar rubrikennoù e vo lakaet... ul levrig (pennad live A2 , aesoc'h da lenn) pe daou levrig (pennad live B1, un tamm startoc'h).

sifroù ar miz && E-lec'h sifroù ar miz e vo komzet eus deiziadoù ur miz kentoc'h, er wech-mañ. Hag en un doare souezhus a-walc'h, zo kaeroc'h !

1967

D'un driwec'h a viz Meurzh, e mil nav c'hant seizh ha tri-ugent, e rae peñse an eoullestr Torrey Canyon e Kernev-Veur, karget gant kant ugent mil tonenn eoul-maen diaoz.

1978

D'ur c'hwezek a viz Meurzh adarre, e mil nav c'hant triwec'h ha tri-ugent ar wechmañ, an eoullestr Amoco Cadiz a skoe ouzh reier Porsal, daou c'hant ugent mil tonenn eoul-maen ennañ.

1980

D'ur seizh a viz Meurzh abenn ar fin, e mil nav c'hant pevar-ugent, an eoullestr Tanio a dorre e div lodenn a vaez da Enez-Vaz, seizh mil tonenn fioul warn-ugent ebarzh e gouc'h. Peadra da cheñch anv miz Meurzh e miz al Lanvioù du, sur a-walc'h !

gerioù start zo kaeroc'h : qui plus est ober peñse : faire naufrage eoullestr : pétrolier (eoul/lestr) eoul-maen diaoz : pétrole brut (di/aoz) a vaez da : au large de kouc'h : coque

Gouel Meurlarjez "Mar deuje Meurlarjez teir gwezh ar bloaz E lakafe an dud da redek en noazh"

g

wechall-gozh e oa ur sapre oferenn lidañ Meurlarjez. Betek skeiñ arc'hant er mor ! Deuet eo anv ar gouel diwar "Meurzh al larjez". Malarje a vez klevet e Bro-Dreger, pe Malarde e Bro-Gwened.

40 deiz a-raok Pask Ar gouel-se a zo lec'hiet daou-ugent deiz a-raok Sul Fask er relijion gatolik. Goulenn groñs a rae an Iliz digant an dud ober vijil gwechall. Ha sentiñ pizh a rae an dud ouzh urzhioù an Iliz ? Start eo gouzout. Diroll e oa hon tadoù-kozh avat. Boas e oant da zougen maskloù koulz ha treuzwiskañ. Bev-mat eo bepred ar boazioù kozh-se bep bloaz e Douarnenez da skouer, e lid an Ened.

Ened Douarnenez Koshañ roud ar gouel e Douarnenez a zo un diferad ti-kêr, graet d'an unan a

viz Meurzh mil eizh kant pemp ha tregont (1835). Pesketaerien ar vro eo o deus roet liv gouel an Ened. Ret e oa dezho mont war vor da vrizhillia en deiz war-lerc'h. Er bloaz-mañ, diouzh an hengoun, e oa "Den Paolig" roue an Ened. Ur pikol jak bras eo. Staliet e vez dirak ar c'hoc'hu ha degemeret gant fañfarioù ar vro. Diwall a ra an holl riboulerien, a-raok bezañ devet a-benn fin ar gouelioù (d'ar Merc'her seitek a viz C'hwevrer).

klozadur Dre ma oa bet kroget ar pennad-skridmañ gant ur c'hrennlavar, e vo echuet gant unan all : Malarjez, Malarjez Me 'garje 'vije bemdez An eost div wech ar bloaz Ha Gouel Mikael bep seizh vloaz Y.B.

gerioù start Skeiñ arc'hant er mor : jeter l'argent par les fenêtres, Sul Fask : dimanche de Pâques Goulenn groñs : exiger Ober vijil : faire abstinence Sentiñ (pizh) ouzh : obéir (scrupuleusement) à...

Ened : carnaval Diferad ti-kêr : arrêté municipal Brizhillia : pêcher le maquereau (brizhilli) Hengoun : tradition (hen/koun) Jak : mannequin Ribouler : fêtard

Diroll : déchaîné, dissolu, débauché...

Koc'hu : halles

Treuzwiskañ : se déguiser (treuz/gwiskañ)

Krennlavar : proverbe (krenn/lavar)


b remañ • niv.341

LENNOMP  !

Lin ha Lan

Tud ar miz  34 cm ha 3,8 kilo on. Krouet on bet e 1929. 2 701 skouerenn ac’hanon a zo bet graet abaoe. Hervez ar vojenn, eo bet roet ma anv gant an aktorez Bette Davies, peogwir e oan poltred he gwaz, Harmon Oscar Nelson… Piv on-me ? Delwennig gouel an Academy Awards eveljust, Oscar !

11 ­

niv.4

Steve Jobs en doa krouet an embregerezh Apple d’ar c’hentañ a viz Ebrel 1976, gant Steve Wozniak. Diwar an daou-se ne chom nemet Steve Jobs e penn an traoù : kinniget eo bet gantañ er miz tremenet an iPad, ur seurt meskaj etre ur pellgomzer hag un urzhiataer. Un dispac’h teknologel adarre evit Apple ?

Ashleigh McIvor. Gant ar Ganadianez Ashleigh McIvor eo aet medalenn aour amprouenn ar skicross e C’hoarioù Olimpek Vancouver miz C’hwevrer. Ha neuze, emit-hu ? Skrivet eo hec’h anv en istor peogwir eo ar wezh kentañ ez eus eus ar sport-se e C’hoarioù Olimpek : ur seurt meskaj etre ar ski-bale hag ar ski akrobatek eo.

gerioù start  • = gerioù benel skouerenn • : exemplaire mojenn • : légende embregerezh : entreprise

meskaj : mélange dispac’h : révolution amprouenn • : épreuve

Notenn yezh

Si-Si

Evit treiñ "si" e ranker ober gant "ma" e degouezhioù zo.

Pe

• Evit treiñ "Si le temps est beau j'irai nager" (à la condition que...) e ranker ober gant "ma" :

Diwallit ! goude "hag-eñ" e vez lakaet ar verb displeget

N'ouzon hag-eñ e vo brav an amzer warc'hoazh

Ma vez brav an amzer ez in da neuial Mont a rin da neuial ma vez brav an amzer Da neuial ez in ma vez brav an amzer

N'on ket gouest da lavarout dit …....... teuio da vamm da Sant-Brieg.

Gerioù all a vez implijet e degouezhioù all :

Mont a raimp da bourmen e Naoned …....... teu da vamm ganeomp.

• Evit treiñ "je ne sais pas si le temps sera beau demain" (est ce que/si ) :

N'eo ket kat da c'houzout …....... vo gwelet da c'hoar evit gouelioù fin ar bloaz.

N'ouzon ket ha brav e vo an amzer warc'hoazh N'ouzon ket hag an amzer a vo brav warc'hoazh

Lavar da’m breur dont buan d'ar gêr …....... welez anezhañ

N'ouzon ket ha warc'hoazh e vo brav an amzer

Gallout a rez lavaret din …....... gwelet e vi warc'hoazh ?

lennomp !

Diwallit ! Ar c'hemmadurioù goude "ma" : G-C'H / GW-W / D-T / B-V / M-V

Klokait ar frazennoù amañ da-heul :


b remañ • niv.342

lennomp !

12

LENNOMP ! Dizoloit "Lennomp!", div bajennad Bremañ savet evit ar re a zo o teskiñ (hag ar re all ivez !). E-kichen titl ar pennadoù hag ar rubrikennoù e vo lakaet... ul levrig & (pennad live A2 , aesoc'h da lenn) pe daou levrig && (pennad live B1, un tamm startoc'h).

sifroù ar miz &&

1000000 Gwerzhet e oa bet diouzh ar c'hresk, el lec'hienn ComicConnect.com, n'eus ket pell zo, niverenn gentañ Action Comics. Uhel-eston ar priz, ur milion a zollaroù, evit bannoù-treset bet embannet e mil nav c'hant eizh ha tregont, gwerzhet un hanter cent pep skouerenn d'ar c'houlzse : deroù troioù-kaer Superman a ziskouezent avat !

Redadegoù ar yezhoù Korrika, Rith, Correllengua, Correlingua... Redek a ra an dud evit o yezhoù !

1851

Daou gleub ha tregont, mil eizh kant un aotreegad ha hanterkant a zo renablet gant Kevre Breizh Savate (pe boks gall) evit ar poent. Oc'h ober gant o zreid hag o meilhoù-dorn eta e oa aet ar maout gant merc'hed Savate Boxing Kleub Douarnenez ha paotred Bod Laik Lannarstêr da-geñver Kampionad Breizh dre skipailh 2009. D'ar seitek a viz Ebrel e vo degemeret hanterc'hourfenn Kampionad Frañs ar Vegenn e Lannarstêr. Marteze e vo gwelet ar c'homiser Valentin eno...

550

D'ar bevar a viz Ebrel mil pevar c'hant tri-ugent, da lâret eo pemp kant hanter-kant vloaz zo, e voe embannet ur builh gant ar Pab Pi II : asantiñ a rae ma vefe diazezet Skol-Veur Naoned gant Beltram Milon, kannadour an dugelezh e Roma. Y.B.

gerioù start

a

baoe 1980 ec'h aoz ar Vasked ur redadeg anvet "Korrika". Pal ar jeu zo dastum arc'hant evit kelenn euskareg d'an dud deuet. Redek a ra an dud ivez evit diskouez o youl voutin da zifenn o yezh. Klask a reont tremen e pep korn eus ar vro.

echuet d'an 22 a viz Meurzh. Evit ar wech kentañ er bloaz-mañ eo bet aozet an degouezh-mañ en Iwerzhon.

E pep kumun treuzet gant ar redadeg e vez aozet un darvoud bennak : ur gouel, ur sonadeg, ul lid…

Hor redadeg a vo graet evit an eil gwech diwar skouer Euskariz. Ret e vo redek a-hed 1 200 km, etre Roazhon ha Pondi !

Ur vazh-eilañ zo ganto a-hed ar c'hilometradoù. Dalc'het e vez gant an dud a bren kilometradoù, en anv ur gevredigezh, ur gumun, un embregerezh, pe un den e-unan.

Evit sikour ar yezh

Katalonia, Galiza, Iwerzhon Ur redadeg anvet "La Correllengua" zo e Katalonia, war ar memes skouer. Unan all zo ivez e Galiza, "La Correlingua" hec‘h anv. "Rith", redadeg an iwerzhoneg, a zo bet

E Breizh ivez Tud kalonek a vo marteze o tont eus ar broioù-se da redek gant ar Vretoned karo-yezh etre an 10 hag ar 15 a viz Mae ?

Implijet e vo an arc'hant dastumet evit reiñ plas d'ar brezhoneg er vuhez foran. Ur c'hilometr a goust 100 euro evit un den, 200 evit ur gevredigezh, ur sindikad, ur strollad pe un embregerezh. An holl a red asambles, kozh ha yaouank, tud ar c'hêrioù bras evel tud diwar ar maez, tud Breizh-Izel gant re reter ar vro. Ha gwelet e viot o c'haloupat war hentoù ar vro ? G.R.

Diouzh ar c'hresk : aux enchères Aotreegad : licencié Renabliñ : répertorier

gerioù start

• = gerioù benel

ar Vasked (Basked/Euskariz) : les Basques

Embregerezh : entreprise

Meilh-dorn : poing Hanter-c'hourfenn : demi-finale

Boutin : commun, en commun

Kalonek : courageux)

Builh : bulle (pontificale)

Treuziñ : traverser

Kar-o-yezh : attachés à leur langue

Kannadour : ambassadeur

Bazh-eilañ • : témoin (bâton)

Buhez foran • : vie publique

Skouer : exemple, modèle

&


b remañ • niv.342

Lin ha Lan

Tud ar miz

&&

Kathryn Bigelow, sevenerez sinema, zo bet disoñjet un tamm goude 1991 hag he film Point Break. Distroet eo plac’h Kalifornia avat, gant The Hurt Locker, ha brav zoken : ar vaouez kentañ aet ganti Oscar ar gwellañ seveniñ hag ar gwellañ film ez eo.

Franck Cammas, skipper Groupama, zo aet kuit d’an 31 a viz Genver eus Enez-Eusa evit degas gantañ maout Trofe Jules Vernes. Ur miz hanter goude en doa un tamm dale (50 milmor). Deuet eo a-benn koulskoude, da bilat rekord Bruno Peyron d'an 21 a viz Meurzh !

13 ­

niv.5

LENNOMP  !

Carmen Maria Vega : piv eo 'ta ? Ur plac’h yaouank, bet savet ganti ur strollad jazztermaji e 2008, hag a grog da vezañ brudet evit he c’hanaouennoù skañv, fin ha leun a startijenn. Tro 'po da glevet anezho e-pad gouelioù-meur an hañv, a-dra-sur ! F.O.

gerioù start  • = gerioù benel dale : retard

sevenerez • : réalisatrice

pilat ur rekord : battre un record (sportif)

milmor : mile nautique

termaji : manouche

Notenn yezh Breizhiz a vez graet eus annezidi Breizh. Pa ne vez nemet unan e ranker ober Breizhad anezhañ, pe Breizhadez anezhi. Un annezad a vez graet eus un den zo o chom en ur vro pe ur gêr. Liester : annezidi.

Tud ur vro... " Pep bro he deus he giz, ha pep plac'h he hiviz" Grit ar memes tra evit ar broioù-mañ : Mozambik : Pakistan : Palestina : ...Doareoù all zo d'ober, gwelet e vo ur wezh all !

Respontoù poelladenn an niv.341

Ha petra a vez graet eus merc'hed Brest ? Brestadezed anat deoc'h !

N'on ket gouest da lavarout dit hag-eñ e teuio da vamm da Sant-Brieg.

• E fin ar ger e ranker lakaat : -ad evit ur paotr : Kernevad -iz evit ar al liester : Kerneviz -adez evit ur plac'h : Roazhonadez -adezed evit al liester : Roazhonadezed

Mont a raimp da bourmen e Naoned ma teu da vamm ganeomp. N'eo ket kat da c'houzout hag e vo gwelet da c'hoar evit gouelioù fin ar bloaz. Lavar d'am breur dont buan d'ar gêr ma welez anezhañ. Gallout a rez lavarout din ha gwelet e vi warc'hoazh ?

lennomp !

Petra a vez graez eus annezidi Brest neuze ? Brestiz evel-just !


b remañ

ar gelaouenn vrezhonek

25 straed Pierre Martin - 35000 Roazhon - Breizh Pgz: 02 99 38 75 83 - www.breman.org

keleier eus Breizh hag ar bed bep miz

mensuel d’informations en langue bretonne

Koumanantit ! Abonnez-vous !

Dibabit ho prof ! cadeau de bienvenue au choix

Anv-bihan/Prénom............................................................................................ Anv/Nom......................................................................................................... Chomlec’h/Adresse..........................................................................................

 1 bladenn C'EST QUOI TON MACHIN ? kentañ albom ar Groove Boys

...........................................................................Kod-post/CP..........................  1 levr bannoù-treset Kêr/Ville......................................................Bro/Pays....................................... Pgz/Tél...............................Postel/Courriel.......................................................

 Koumanantiñ a ran ! Je m'abonne !

gant ur chekenn a (ci-joint un chèque de) .........€ pe gant aotre amañ-dindan da leuniañ, sinañ ha kas gant ho DAB (ou par autorisation de prélèvement, remplie, signée et accompagnée d'un RIB)

 C’hoant am eus da anavezout Bremañ

Je désire recevoir un exemplaire pour découvrir Bremañ

Koumanant bloaz 50€ - Estrenvro 60€ - Skoazell adalek 60€ Abonnement d’un an 50€ - Etranger 60€ - Soutien à partir de 60€

'h marc'heasdomc'hat!oc hag a  Aotre lamadenn viziek

TOMTOM HA NANA

(Reberg-Després)  "Dispaaar!!!"  "Biskoazh kement-all" Embannet gant Bannoù-Heol

 1 levr bannoù-treset THORGAL

(Rosinski-Van Hamme) niv. 3 "An 3 den kozh a Vro-Aran" Embannet gant Bannoù-Heol

 1 levr bannoù-treset BOULIG HA BILLIG

(Roba, Verron) niv. 31 "Gwad ur c'hoker" Embannet gant Bannoù-Heol

Koumanantit dre lamadenn viziek Abonnez-vous par prélèvement mensuel

Niv. Embanner N° Emetteur

4 € bep miz - 5 € evit an estrenvro - skoazell adalek 5 €

444781

4 € chaque mois - 5 € pour l’étranger - soutien à partir de 5 €

Skol an Emsav

Autorisation de prélèvement

Piaouer ar gont dleek / Titulaire du compte Me hag a sin amañ dindan a ro an aotre da A n v / N o m . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . Bremañ da sevel bep miz diwar ma c’hont Anv-bihan / Prénom............................................................................. evit ma c’houmanant :

Je soussigné, autorise Bremañ à prélever C h o m l e c ’ h / A d r e s s e . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . mensuellement sur mon compte au titre de . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . mon abonnement la somme de :

D’an / Le

Lamet e vo ar paeamant diwar ar gont-mañ / Compte à débiter A-bouez ! Lakaat un DAB a-gevret / Important ! Joindre un RIB obligatoirement

 Bank / Banque

E/à Sinadur / Signature

 

Niv. kont / N° de compte

 Dorikell / Guichet

a-bouez!

......... €

Kod-post / CP......................Kêr / Ville................................................

Alc’hwez / Clé

Bank / B anque....................................................................... Chomlec’h / Adresse....................................................................... ..................................................................................... Kod-post / CP...................Kêr / Ville........................................

Bremañ - 25 straed Pierre Martin - 35000 Roazhon - Breizh - Pgz: 02 99 38 75 83 - www.breman.org


Issuu converts static files into: digital portfolios, online yearbooks, online catalogs, digital photo albums and more. Sign up and create your flipbook.