UN NEUBEUD ROMANTOU E BREZHONEG
Mae 2010
CAMPBELL, Jefig Pez 'oar ar baotred diwar-benn ar merhed / Jefig Campbell. -Brest (Finistère) : Emgleo Breiz, 2009. -- 50 p. ; 18 cm Livre - gag constitué de pages blanches à remplir par les lecteurs. Petra 'oar ar baotred diwar-benn ar merhed e gwirionez ? Eur goulenn braz eo, zo bet klasket eur respont dezañ abaoe pell gand ar gwella spesialisted. FB D3684 NOUVEAUTE
DELANEY, Bryan Gouloù Salomon / Bryan Delaney ; troet diwar ar saozneg gant Malo Bouëssel du Bourg. -- Lannuon [i.e. Lannion] : an Alarc'h embann., 2009. -- 1 vol. (59 p.) : ill., couv. ill. ; 19 cm Salomon a zo anezhañ ul lampon pevarzek vloaz hag a vev en ul lochenn e biojoù ur gêr vihan. Kerzhet a ra betek plasenn kreiz-kêr gant e gi, e Vibl mastaret, ha kaouedadoù pintiged. Krapat a ra gant ur wezenn ha iwarni ec'h embann war ar groaz munudoù fallagriezh kuzhet kêriz. Gogeal a ra Salomon. Sevel a ra kanaouennoù ha prezegennoù ferv ha fentus war un dro, en ur varmouzañ gant dansoù feuls ar re a zo o pakañ o fegement gantañ. Met, a zeiz da zeiz, bep ma tispak e zonezonoù dreistwelour, e teu da vezañ dall gant ar banne. Daoust ha gallout a raio ar gumuniezh mantret ha mezhekaet pardonañ dezhañ bezañ bet he c'houstiañs fall... FB D3699 NOUVEAUTE
DENEZ, Per Kenavo ar wech all : Madalen ha danevelloù all / Per Denez. -Lesneven : Hor Yezh, 2008. -- 99 p. : couv. ill. ; 21 cm Setu amañ, ur wech ouzhpenn, un dibab danevelloù faltazi – war-bouez an hini ziwezhañ : Gaston Jehannin – skrivet gant Per Denez en daou vloaz diwezhañ. Lec’hiet int holl en hor mare-ni hag e lec’hioù m’eo bet Per Denez o chom ur pennad mat a amzer – e Dax da skouer – hag en ur mare ma oa kaer an amzer ha tomm an heol. Ha derc’hel soñj n’emañ ket Dax pell diouzh ar mor… Istr a zo da gaout, ha n’eus ket gwelloc’h eget ur banne Jurançon – gwin ar vro – d’o c’has d’an traoñ. Dav kaout soñj : n’eo ket an dristidigezh a c’hell degas ar yec’hed en-dro. FB C6950
3